Mont d’an endalc’had

Lingones

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Lingoned)
Pobloù Galia er c’hentañ kantved kent JK
Pobloù Gallia Cisalpina, 391-192 a-raok J.-K.

Al Lingones (Λίγγονες en henc’hresianeg) pe Lingoned[1] a oa ur bobl c’halian a oa o vevañ da gentañ e traoñiennoù ar stêrioù Marne, Saena ha Meuse. Ur bobl eus Gallia Belgica pe Gallia Celtica e oant, hervez skrivagnerien an Henamzer.

Lod eus al Lingoned a yeas dreist d’an Alpoù hag en em ziazezas e-kichen genoù ar stêr Po, e Gallia Cisalpina, war-dro 400 kent JK. Asambles ganto e voe pobloù galian all o vont eus Gallia Transalpina da hanternoz Italia, evel ar Voied pe ar Senoned[2]. Moarvat e kemerjont perzh en arigrap Roma e 390 kent JK.

Lingoned Gallia Transalpina a godianas gant ar Romaned goude ma oa bet flastret an Helveted gant ar re-se -58, ha skoaz a rojont da Julius Caesar en e vrezel a-enep Germaned Ariovistus (-53). Daoust dezho bezañ romanekaet a-walc’h a-benn ar c’hentañ kantved goude JK, e savjont a-du gant emsavadeg ar Vataved e 69.

Andomatunum e oa o c’hêr-benn, anvet Lingones diwezhatoc’h ha Langres bremañ (e departamant Haute-Marne).

  1. Notennou diwar-benn ar Gelted koz, p. 330, p. 400
  2. Polybius, Histories ii.17