Bataved

Eus Wikipedia
Irienn ar Vataved renet gant Claudius Civilis, livet gant Rembrandt van Rijn

Ar Vataved (Batavi e latin) a oa ur bobl c'herman a veve en Henamzer e delta ar Roen. An anv Bataved a voe roet dezho gant ar Romaned, a rae insula Batavorum pe Batavia eus ar vro ma oant o vevañ. Dont a ra an anv Betuwe, ur rannvro eus an Izelvroioù hiziv, eus ar gerioù-se ivez moarvat.

Ar pobloù german er I kantved goude J.K.

War ribloù aber ar Roen e oant o vevañ kent an aloubadeg roman. Meneget e voe ar Vataved gant Julius Caesar en e skridoù Commentarii de Bello Gallico, evel ur bobl a oa o vevañ war un enezenn etre div vrec'h eus ar stêr Roen, ar Waal hag ar Roen Izelañ/Roen Kozh. Ar roudoù zo bet kavet da-heul furchadegoù henoniourien a ziskouez e vezent o chom e keriadennoù bihan, enno etre 6 ha 12 ti, hag e vevent diwar al labour-douar hag ar sevel chatal, war douaroù strujus-mat. Eskern kezeg zo bet kavet e bezioù ha diwar-se e soñjer e oant tud troet-kenañ gant ar marc'hegezh. War ribl kleiz ar stêr Waal (el lec'h m'emañ Nijmegen bremañ) e oa bet savet ur gêr gant ar Romaned, anvet Oppidum Batavorum. E-pad ur pennad e voent o'n em gannañ en armeoù Roma, evel marc'heien dreist-holl. Er bloavezh 69 en em savjont a-enep yev an Impalaeriezh, renet gant Gaius Julius Civilis, lesanvet Claudius Civilis, met flastret e voent goude-se dindan ren an impalaer Vespasian. Taget e voent ivez diwezhatoc'h gant ar Franked, war-dro ar bloavezh 300,[1] hag en em veskañ a rejont ganto.

Kavet ez eus bet tablezennoù koad gant skridoù engravet warno, a ziskouez e ouie lod anezho skrivañ latin.

Roudoù eus o anv[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Er XVIIIvet kantved, dre ma soñjed e oa anezho diaraogerien annezidi an Izelvroioù, e voe kroget d'ober gant ar ger Batav da envel Izelvroiz. Pa voe diskaret ar stadthouder (rener-stad) Gwilherm V Orange-Nassau, e 1795, e voe embannet ar Republik Batav gant Gallaoued hag o skoazellerien, Izelvroiz a-du gant an Dispac'h gall, e-lec'h ar Proviñsoù Unanet.

Pa voe trevadennet inizi Indonezia gant an Izelvroioù, e oa Batavia anv kêr-benn an enezeg (Jakarta bremañ).

Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. Gregor Teurgn, Historia Francorum, Levrenn II

Gwelit ivez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]