Volked
Ar Volked, pe Volcae e latin (IPA: [ˈwɔlkaj]), a oa ur bobl kelt en Europa an IIIde kantved kent JK, pe gentoc'h ur c'hevredad pobloù.
Menegoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Kentañ meneg anezhe a oa e 69 kent JK gant Cicero en e brezegenn Pro Fonteio war un dro gant an Allobroged[1]. Titus Livius ivez a reas meneg anezho en e Ab Urbe Condita, hag a lavar e tegouezhas Hannibal gante en daou du d'ar Ron, e Galia, en 218 kent JK[2].
Volcae Arecomisci[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Ar Volked Arecomiked a oa o chom e tolead Nemasus, hag an Hérault eo a servije da vevenn etre int hag ar Volked Tektosaged .
Volked Tektosaged[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
An d-Tectosagii a oa ur skourr eus ar Volcae a dremenas dre Makedonia da vont da Asia Minor war-dro 270 kent JK. Trec'h e voent war ar C'hresianed en Emgann an Termopliloù e 279 kent JK.
Hervez Strabo e teue an d-Tectosagii eus an tolead m'emañ Toloza, en Okitania.
Hervez Julius Caesar, diwar Ératosthène, edo ar Volked Tectosaged o chom er goadeg herkinian, ha dont a raent eus Gallia Narbonensis. Hiriv e kreder e teuent eus kreisteiz Germania, hag eno eo en em gavjont gant ar C'hermaned [3]. Diwar an eskemmoù etre Germaned ha Volked e teufe ar ger germanek Walh, diwar anv ar Volked, roet d'an dud a gomze ur yezh keltiek, ha diwezhatoc'h, ur yezh latin.
Istor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Pennadoù kar[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- "Celtes : Belges, Boïens, Rèmes, Volques", diskouezadeg e Musée royal de Mariemont.
- (en) Ar pobloù kelt e Galia roman
Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- ↑ (la) «[…] vos Volcarum atque Allobrogum testimoniis non credere timetis?», Cicero, Pro Fonteio, 26
- ↑ (la) «Hannibal ceteris metu aut pretio pacatis iam in Volcarum peruenerat agrum, gentis ualidae. Colunt autem circa utramque ripam Rhodani;» Tite Live, Ab Urbe Condita, XXI, 26.
- ↑ (de) Eduard Norden, Die germanische Urgeschichte in Tacitus Germania, B. G. Teubner, Leipzig, 1922, pp. 359
Lennadurezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Venceslas Kruta, Les Celtes : Histoire et dictionnaire, Robert Laffont, Pariz, 2000, (ISBN 978-2221056905)