Ab urbe condita

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Pezhioù moneiz roman deiziet hervez an doare da gontañ azalek savidigezh Roma .ROMAE AETER AN MIL ET PRIMO

Ab urbe condita a zo ur frazenn latin a dalvez Adalek diazezidigezh kêr. Implijet e veze gant un nebeud istorourion roman evit kontañ ar bloavezhioù. Kalz aliesoc'h eget ar Romaned en-eeun e ra an istorourien ganti. An doare ordinal da ziskouez ar bloavezhioù e veze reiñ anv an daou gonsul e karg. Hervez an hengoun e oa bet diazezet kêr Roma e 753 kt J-K.

Brudet eo al levrioù diwar-benn Istor Roma, anvet Ab Urbe condita libri, bet savet gant an istorour Titus Livius.

Evit treiñ ur bloaz eus an deiziadur gregorian (hon hini) en ur bloaz eus an deiziadur roman e ranker ouzhpennañ an niver 753. Da skouer emgann Ballon a c'hoarverzas er bloaz 845 hervez an deiziadur gregorian hag er bloaz (845 + 753 =) 1598 hervez an deiziadur roman.


Liammoù diavezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Da skouer, ur bajenn war ar stern, e galleg : [1]