Mont d’an endalc’had

Venostes

Eus Wikipedia
Bro ar Venostes

Ar Venostes (Venostes pe Venostae e latin ) a oa ur meuriad Kelted pe Raeti eus an Alpoù hag a oa o chom e Raetia, er saonenn anvet hiziv Val Venosta pe Vintschgau, e Sutirol, e proviñs Bolzano. Dont a ra an anvioù Val Venosta ha Vintschgau eus hini ar Venostes.

Edont er su d'ar Focunates, er c'hornôg d'an Isarci, en norzh d'an Tuliassi, hag er reter d'ar Rugusci.[1]

Diasur eo o orin etnek. Hervez ar skrivagnerien int bet deskrivet evel Kelted pe Raeti[2][3].

Monumant Turbia

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Engravet e oa bet o anv war ar monumant anvet Tropaeum Alpium e Turbia, en enor d'an impalaer Augustus, ma'z eo bet merket anvioù ar pobloù trec'het gantañ. Reted marteze e oa ar Venosted, evel o amezeien, Kelted marteze ivez rak ar wrizienn *wen- a gaver en o anv evel en hini un toullad pobloù all, Kelted peuvuiañ, hogen Germaned pe Slaved ivez.

Levrlennadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Mammennoù an Henamzer

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Pliny (1938). Natural History, Loeb Classical Library. Harvard University Press. ISBN 9780674993648. 

Levrioù a vremañ

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. Talbert, 2000, kartenn 19: Raetia.
  2. Waldherr, 2006
  3. Bundi, 2014