Reted

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Retia hag Impalaeriezh Roma

Ar Reted a oa ur bobl a gomze ur yezh kar d'an etruskeg. En Alpoù e oant o chom, e rannvroioù Grischun (Suis), Vorarlberg ha Tirol (Aostria) ha Su Tirol ha Lombardia e Norzh (Italia). Retia pe Raetia e oa anv o bro.

Er bloavezhioù 16-14 kent JK, goude bezañ distrujet lod eus kêrioù ha kastelloù ar Reted, e voe aloubet Raetia gant ar Romaned. Lakaet e voe ar vro dindan ren ur prefed roman.

Yezhoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Pa voe dilezet o yezh, ar reteg, gant ar Reted e voe komzet yezhoù retek-romanek ganto