Vindelici

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Coinage of the Vindelici, 5th-1st century BC.
Pobloù an Alpoù ha proviñsoù roman war-dro ar bloavezh -14.

Ar Vindelici (hervez al latin) pe Vindelikiz[1] a oa ur bobl kelt en Henamzer. Graet e veze Vindelicia eus o bro gant ar Romaned. Diazezet e oant etre an Danav en hanternoz, an Inn (Œnus) er reter, Raetia er c'hreisteiz hag an Helveted er gornaoueg ; da lavaret eo er pezh zo hiziv biz Suis, kreisteiz Baden-Württemberg ha mervent Bavaria. Diouzh a ouzomp e oa o c'hreñvlec'h pennañ e Manching a-raok ma voe aloubet o bro gant ar Romaned. Goude aloubadeg ar Romaned e oa ar gêr-benn en Augusta Vindelicorum, Augsburg hiziv.

Kavout a ra d'an enklaskerien, dre vras, e oa Kelted eus ar Vindelici, hogen levezonet e voe o sevenadur moarvat gant o amezeien, ar Reted (Raeti), tud ha ne oant ket Kelted. Ne ouzer ket kalz a dra war ar yezh a veze komzet ganto, met diskouez a ra an anvioù-lec'h e oa ur yezh keltiek heñvel ouzh ar pezh a veze kaozeet gant o amezeien Boied. Displeget eo bet o anv "Vindelici" gant ar ger *windo-[2], kar d'ar ger brezhonek gwenn. Anv unan eus o c'hêrioù, Cambodunum (Kempten bremañ) a c'hallfe dont eus cambo dunon, "kreñvlec'h er gammdroienn".

Aloubet e voe bro ar Vindelici gant Tiberius e 15 kent JK. Un enskrivadur latin eus ar bloavezh 12 kent JK war ar monumant anvet Tropaeum Alpium a veneg pevar meuriad e-touez ar Vindelici hag a oa bet trec'het gant ar Romaned : ar Rucinates, Cosuanetes, Licates ha Catenates.[3]

War-dro dibenn ar Iañ kantved e voe staget bro ar Vindelici ouzh proviñs Raetia.

Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. Notennou diwar-benn ar Gelted koz, p. 345
  2. hag a gaver ivez en anvioù-lec'hioù all, evel Vindobona, anv kozh Vienna
  3. Corpus Inscriptionum Latinarum V 07817 [1]