Ambarri
An Ambarri a oa ur bobl c'halian hag a oa o chom e-kichen kember ar stêrioù Saône ha Rhône, er pezh a zo an departamant Ain bremañ. En-dro dezho e oa ar pobloù-mañ : Allobroges er gevred, Segusiavi er c’hornôg, Aedui er gwalarn ha Sequani er biz. Hervez a gont Julius Caesar dimp[1] e oant kevredet gant o amezeien, an Aedui. Lenn a reer e-barzh Ab Urbe condita libri, gant Titus Livius, e vefe bet an Ambarri e-touez ar C’halianed o doa treuzet an Alpoù da aloubiñ ledenez Italia e deroù ar VIvet kantved kt JK. Talvezout a rafe o anv kement « ar re a zo o en daou du d’an Arar »[2], diwar anv galianek ar Saône. Kavout a reer roud eus an anv Ambarri e-barzh anvioù meur a gêr eus an tolead : Ambérieu-en-Bugey, Ambérieux-en-Dombes, Ambutrix, Ambronay, Ambléon, Amblagnieu pe Ambérieux.
Notennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ De Bello Gallico, I, 11
- ↑ Venceslas Kruta, Les Celtes, Histoire et Dictionnaire, p. 408.