Mont d’an endalc’had

Emgann an Allia

Eus Wikipedia
Emgann an Allia
Tamm eus ar Brezelioù galian-ha-roman

Gaulois en vue de Rome, eoul war lien gant Évariste-Vital Luminais
(An Naoned, 1822 - Pariz, 1896). Mirdi an arzoù kaer e Nancy.
Maread 18 a viz Even 387 a-raok J.-K. (gwirheñveloc'h),
390 kent J.-K. (hengounel)[1][2]
Lec'h stêr Allia, tost da Roma
Disoc'h Trec'h ar C'halianed, preizhadeg Roma
Lazhadeg ar pep brasañ eus ar senedourien[3]
Emgannerien
Republik romanGalianed eus Cisalpina :
Senones
Boied
Insubri
Pennoù-brezel
Quintus Sulpicius LongusBrennos
Niver a emgannerien
An istimadennoù zo : 15 000,[4]
24 000,[5][6]
35 000,[7]
40 000[8]
An istimadennoù zo : 12 000,[6]
ouzhpenn 40 000,[9]
ha 30–70 000[4]

Emgann an Allia zo un emgann hag a c'hoarvezas war-dro 387 a-raok J.-K.[1][2] etre ar Senones – ur bobl c'halian kaset gant ar brezelour Brennos, en doa aloubet norzh Italia – ha Republik Roma. E kember an Tiber hag an Allia, e voe an emgann, 11 lev roman (16 km) en norzh da Roma. Faezhet e voe ar Romaned, ha preizhet kêr Roma goude-se gant ar Senoned[10]. Hervez ar skolveuriad Piero Treves, "an diouer a roudoù arkeologel eus an disterañ distruj d'an deiziad-se a ro da soñjal e chomas ar geoded dibistig dre vras."[11].

Lakaet eo bet bloavezh an emgann e 390 a-raok J.-K. hervez kronologiezh Varro, diazezet war un danevell eus an emgann savet gant an istorour roman Titus Livius. Ploutarc'hos a skrivas e c'hoarvezas an emgann "tre goude goursav-heol an hañv pa oa al Loar war-nes bezañ en he c'hann [...] un tamm muioc'h evit tri c'hant ha tri-ugent vloaz goude diazezadur [Roma]," pe nebeut goude 393 a-raok J.-K.[12][13]. An istorour gresian Polybios a jedas gant ur reizhad bloaziata gresian e oa c'hoarvezet e 387 kent J.-K., ar pezh zo gwirheñveloc'h[1][2]. Tacitus a skrive e oa c'hoarvezet d'an 18 a viz Even[14][2].

Ar Senoned a oa unan eus ar pobloù galian a oa o paouez aloubiñ norzh Italia. O annez o doa graet en aod Mor Adria en-dro d'al lec'h m'emañ kêr Rimini hiziv. Hervez Titus Livius e oant bet galvet da geoded etruskat Clusium (Chiusi hiziv, e Toskana) gant Aruns, un den yaouank a felle dezhañ en em veñjiñ eus Lucumos, roue ar geoded, en doa "likaouet e wreg"[15]. Pa erruas ar Senoned, tud Clusium en em santas e dañjer ha goulenn a rejont digant ar Romaned dont war o sikour. Ar Romaned a gasas tri mab Marcus Fabius Ambustus, unan eus noblañsoù galloudekañ Roma, evel kannaded. Lâret a rejont d'ar C'halianed e rankent chom hep tagañ Clusium hag en em gannfe ar Romaned da zifenn ar geoded ma rafent. Goude-se e c'houlennjont penaos ober peoc'h. Asantiñ a reas ar Senoned gant ma roje tud Clusium douaroù dezhe. Sevel a reas chikan etreze hag un emgann a zigoras. Kannaded Roma a gemeras perzh ennañ. Unan anezhe a lazhas ur pennbrezelour d'ar Senoned. Torret e oa ar reolenn a lavare e tlee ar gannaded bezañ neptu. En em dennañ a reas ar C'halianed da zivizout petra ober[16]. Hervez Dionysios Halikarnassos, e oa Lucumos an hini a oa roue e Roma. A-raok mervel e fizias e vab da Aruns. Pa voe deuet ar mab en oad, e karas gwreg Aruns hag e hoalas anezhi. Hag Aruns da gas e c'hlac'har gantañ da C'halia, ma werzhe gwin, olivez, ha fiez. Ma c'houlennas ar C'halianed digantañ e peseurt bro gaer e vezent gounezet; hag Aruns da respont e teuent eus ur vro vras strujus, poblet gant tud distank ha ne ouient ket en em gannañ. Aliañ a reas ar C'halianed da vont da gemer ar frouezh o-unan: mont da Italia, betek Clusium, hag ober brezel. Hervez danevell Dionysios ne oa ket ar C'halianed-se en Italia, met e Galia. Quintus Fabius, unan eus ar gannaded roman, a lazhas ur penn-brezel galian. Goulenn a reas ar Senoned ma vije daskoret an tri breur dezho evel dic'haou da varv o brezelour.[17]-->

Pa zegouezhas kannaded ar Senoned e Roma ha pa c'houlennjont ma vije roet an tri breur Fabius dezhe e nac'has ar sened. Droug enne o welet e oa torret reolennoù ar broadoù gant ar Romaned e kerzhas ar C'halianed etrezek Roma, 130 km diouzh Clusium.

Emgann an Allia, gant G.Surand
Brennos

N'eus nemet div zanevell gozh hag a ro munudoù diwar-benn an emgann. Unan anezhe a oa savet gant Titus Livius, hag eben gant Diodoros Sikilia. Skrivet int bet gwall bell goude an darvoudoù avat.

Hervez Titius Livius, ne oa ket bet kemeret diarbennoù e Roma, hag an niver a soudarded savet "ne oa ket brasoc'h evit ar pezh a oa boas er brezelioù all."[18]. Ken buan e tegouezhas ar C'halianed e Roma ma voe sabatuet ar Romaned gant o zizh, ar pezh zo lakaet anat gant ar vall a oa lakaet o sevel an arme, evel pa vijent bet o talañ ouzh un difrae bras, hag an diaested da vont pelloc'h evit an unnekved maen-bonn [war an hent]"[19]. Evit doare e oa nebeutoc'h a soudarded gant ar Romaned. Ne savjont kamp ebet na moger difenn ebet ha ne glaskjont ket gouzout petra a soñje an doueed, evel ma oant sañset ober. Astenn a rejont askelloù an arme kuit ma c'hallfe tremen o enebourien a-dreñv dezhe, met an dra-se a lakaas o linenn da vezañ ken moan e oa diaes da greiz an arme harpañ ouzh un argadenn. Lakaat a reont soudarded prest da skoazellañ are re all e krec'h ur grec'hienn a-zehou. Brennos, avat, a oa e penn ar Senoned, a soñjas e oa ur finesa hag e teufe ar soudarded-se da dagañ anezhe dre dreñv e-keit ha ma oa o stourm ouzh ar Romaned er gompezenn. Abalamour da se e tagas an uhelenn[20].

Spont a savas er Romaned. Soudarded an askell gleiz a daolas o armoù hag a dec'has betek glann ar stêr Tiber. Lazhañ a rae ar C'halianed ar soudarded a stoufe an hent an eil d'ar re all en dec'hadenn dizurzhiet-se. Ar re na oant ket evit neuial pe a oa gwan a oa kaset d'ar strad gant o hobregon ha beuzet. Koulskoude e oa tizhet keoded Veii gant ar pep brasañ anezhe. Homañ a oa ur geoded etruskat hag a oa nevez kemeret gant Roma hag a oa tost d'ar c'hlann all. Ne gasjont den da reiñ da c'hoût da Roma zoken. Soudarded an askell zehoù, a oa pelloc'h eus ar stêr ha tostoc'h d'an uhelenn, a dec'has da Roma. Souezhet e voe ar C'halianaed gant an aes ma oa bet o zrec'h[20][21].

Hervez an istorour gresian Diodoros Sikilia, arme ar Romaned a dreuzas ar stêr Tiber. An istorour nemetañ eo a laka lec'h an emgann war ar c'hlann zehou. Ar Romaned o dije lakaet o soudarded wellañ, 24 000 den, er gompezenn hag ar re wanañ war an uhelenn. Ar Gelted avat a lakaas o gwellañ brezelourien war ar grec'hienn hag a c'hounezas an emgann eno en un doare aes. Ar braz eus ar soudarded roman er gompezenn a dec'has etrezek ar stêr en dizurzh hag a skoilhas an eil re ar re all. Ar Gelted a lazhas ar soudarded a oa a-dreñv ar re all. Lod eus ar Romaned a glaskas treizhañ ar stêr gant o hobregon, a brizient muioc'h evit o buhez, poz da Ziodoros, met kaset e voent d'ar strad gante. Darn a veuzas ha darn all a zeuas a-benn da dizhout ar c'hlann all en ardraoñ gant strivoù bras. Evel ma kendalc'he ar Gelted da lazhañ soudarded, ar re-se a daolas o armoù hag a neuas a-dreuz ar stêr. Teurel a reas ar C'halianed spegoù oute. Tec'het a reas ar pep brasañ eus ar re a oa chomet bev da geoded Veii. Lod all a zistroas da Roma hag a roas da c'houzout e oa bet distrujet an arme[22].

Ploutarc'hos a skriv e savas ar C'halianed o c'hamp e-kichen kember an Allia hag an Tiber, 18 km diouzh Roma, a-raok tagañ ar Romaned a-daol-trumm. Un "emgann dizurzh ha mezhus" a oa bet. Bountet e oa tu kleiz an arme er stêr ha distrujet e-keit ha ma'n em denn kuit an tu dehou dirak tagadenn ar C'halianed a-enep an uhelenn hag ar pep brasañ anezhe a dec'has da Roma. Peurrest ar re a oa chomet bev a achapas kuit da Veii da noz. "Soñjal a rae dezhe e oa kollet Roma hag e oa bet lazhet holl o zud"[23].

Da-heul an emgann-se e tegouezhas ar C'halianed e Roma. Preizhet e voe ar geoded gante ha ranket e voe paeañ anezhe d'o lakaat da vont en o zro.

Levrlennadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Mammennoù
Levrlennadur
  1. 1,0 1,1 ha1,2 Treves, 2015 : "...e 390 a-raok J.-K. pe, hervez kronologiezh Polybios, e 387."}}
  2. 2,0 2,1 2,2 ha2,3 Kruta, 2000, p. 189 : "Emgann an Allia a vije bet kaset e 387 a-raok J.-K., d'an 18 a viz Mezheven, deiz eus an deiziadur roman a voe lakaet néfaste hiviziken."
  3. Andrews 2015
  4. 4,0 ha4,1 Cary & Scullard 1980
  5. Diod. 14.114.3
  6. 6,0 ha6,1 Ellis 1998, p. 10
  7. D.H. 13.12
  8. Plut. Cam. 18.4
  9. Plut. Cam. 14.4
  10. Kruta, 2000, p. 189
  11. Treves, 2015
  12. Plut. Cam. 19.1
  13. Plut. Cam. 22.1
  14. Tac. Hist. 2.91
  15. Liv. 5 33
  16. Liv. 5 36
  17. D.H. 13.10.12
  18. Liv. 5 37
  19. Titus Liv. 5 37
  20. 20,0 ha20,1 Liv. 5 38
  21. Liv. 5 39
  22. D.H. 14.115.2
  23. Plut. Cam. 14.18-6-7