Votadini

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche

Ar Votadini a oa ur bobl vrezhon eus hanternoz Enez Vreizh, e kreisteiz Skos hiriv, amezek kreisteiz d'ar Bikted.

O bro[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Bro ar Votadini

En em astenn a rae o bro etre an div voger, hini Hadrian ha hini Antoninus, pe etre Forth ha Tyne, e gevred Skos a hiriv betek biz Bro-Saoz, da lavarout eo adal kornad Sruighlea (Stirling e saozneg) hag ar stêr Tyne, ha dindano edo toleadoù Falkirk, Lothian ha Scottish Borders, hag ivez ar vro ac'h eas d'ober Northumberland diwezhatoc'h. Er c'hreisteiz dezho e oa pobl ar Brigantes.

Da gentañ e oa o c'hêr-benn war dorgenn Traprain Law en East Lothian, ken na voe dilezet e deroù ar IVvet kantved da vont da Din Eidyn.

O yezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Brezhoneg (pe predeneg) e oa o yezh ha don eo o roud el lennegezh henvrezhonek gant ar varzhoneg Y Gododdin, gant ar barzh Aneurin er VIIvet kantved.

Hiriv e vez gwelet an den hag e oberenn evel perzhidi eus al lennegegezh kembraek.

Istor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Er c'hentañ kanved e oant anavezet gant ar Romaned evel ur bobl vrezhon. Etre 138 ha 162 e voe aloubet o bro gant ar Romaned, etre moger Hadrian ha moger Antoninus.

Pa gilas ar Romaned da glask gwarez a-drek Moger Hadrian e teuas ar Votadini da vout ur stad hag a oa harperez da Roma hep bezañ dindan he lezenn. Ar jeneral roman Flavius Theodosius, kaset gant Roma a fizias er Votadini ar garg da ziwall harzoù hanternoz an impalaeriezh.

Gododdin[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Goude aet kuit ar Romaned e kemmas tamm ha tamm ar vro. Ar bobl-se eo a zeuas da vout Gododdin an Hen Ogledd.