Lothian
Lothian (/ˈloʊðiən/ ; Lowden e skoteg, Lodainn e gouezeleg Skos) zo ur rannvro istorel eus Bro-Skos, etre ar Firth of Forth ha menezioù Lammermuir. Dinedin, kêr-benn Bro-Skos, eo ar gêr vrasañ. Kêrioù bras all zo ive z: Livingston, Linlithgow, Bathgate ha Dunbar.
Istor
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Dont a ra an anv Lothian eus hini ar roue brezhon Lot, a voe aloubet e rouantelezh gant Angled rouantelezh Northumbria er VIIvet kantved.
Rannet eo bet ar vro etre teir c'hontelezh : West Lothian, Midlothian ha East Lothian, ma vez kaoz eus the Lothians a-wechoù hiziv.
E 1975 e voe adsavet rannvro Lothian, ha rannet adarre e 1996 etre West Lothian, City of Edinburgh, Midlothian hag East Lothian.
Yezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]N'eus nemet ar c'hornad-se a zo bet saoznekaet gant an Angled da vare rouantelezh Northumbria, ha ma n'eus ket bet komzet gouezeleg enni biskoazh.