Mont d’an endalc’had

Lot, roue Lothian

Eus Wikipedia

Lot pe Loth roue Lothian, Orkney, hag a-wechoù Norvegia hervez mojenn Arzhur, a oa breur-kaer d'ar Roue Arzhur, hag enebour dezhañ. Moarvat e teu eus un dudenn istorel bennak. Meneget eo e anv en Historia Regum Britanniae, oberenn Jafrez Menoe, ha danvez zo bet steuet diwar e benn e mojennoù an Daol Grenn.

Goude da Uther Pendragon dimeziñ da Ygern e timezas Lot d'he merc'h henañ Morgause (anvet Anna ivez). Un toullad mibien zo bet, Gowen, Agraven, Gwerehez, Gaheriet, hag ivez Mordred hervez ar romantoù koshañ.

E deroù ren Arzhur e sav Lot gant rouaned all a-enep Arzhur, en desped d'e vibien. Goude un toullad emgannoù e voe trec'het an emsavidi gant Arzhur ha kemeret o douaroù.

E Kembre ec'h anavezer Lot dindan meur a anv disheñvel. A-wechoù e vez graet Lot Luwddoc (Lot an Arme) anezhañ, a-wechoù Llew ap Cynfarch. Hervez Jafrez Menoe e oa breur da Urien Rheged hag Auguselus Bro-Skos. Dont a ra e anv eus e rouantelezh, Lothian, evel Corin eus Kernev-Veur pe tud all c'hoazh hervez Jafrez Menoe.

Mojennoù all

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Gourvab e vije Lot da Caractacus, penn ar bobl Catuvellauni en amzerioù kentañ Britannia.

Hervez tud zo e vije enkorfadur an doue-haroz brezhon Lludd Llaw Eraint, met n'eus ket perzhioù heñvel dezhe.

Hervez mojennoù Skos e oa Lot (Leudonus) o ren e Gododdin, hag e lez e Traprain Law. Hervez buhez Sant Kentigern, saver Glasc'ho, e oa tad-kozh d'ar sant, ha tad d'e vamm Theneva.

Pennadoù kar

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]