Mont d’an endalc’had

Graal

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Ar Graal Santel)

Ar Graal[1] pe ar Graal Santel eo an anv a vez graet, e Mojenn Arzhur hag e mojennoù diwar-benn marc'heien an Daol Grenn, eus an teñzor burzhudus. Adalek penn kentañ an XIIIvet kantved e kroger da lavaret eo ar c'halir ma voe dastumet gant Jozeb Arimatia gwad Jezuz-Krist p’edo ouzh ar groaz.

Hengounioù liesseurt a zispleg ar Graal Santel evel ur werennad, ur plad pe ur maen gant galloudoù yac'haat burzhudus, a ginnig a-wechoù yaouankiz pe ur boued peurbadus en ur fonnder difin, gwarezet alies dindan evezh ar Roue Pesketaer ha lec'hiet e kastell kuzhet. Dre heñvel, kement tra pe pal diaes da gaout a bouez bras a c'hell bezañ gwelet evel ur graal santel gant ar re a glask kement-se.

Notennoù ha daveennoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. Langleiz, Romant ar roue Arzhur, Al Liamm, 1975, p. 186.

Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.