Mont d’an endalc’had

Izold

Eus Wikipedia
La Belle Iseult gant William Morris (1858)

Izold zo anv meur a arouezenn e mojennoù Tristan hag Izold. Anv brezhonek eo, troet diwar ar re a gaver e skridoù krennamzerel hag a denn d’ar vojenn. Un deveradur eus Elesbed eo.

Teir maouez anvet Izold zo er vojenn :

  • An hini vrudetañ eo Izold ar Blondez , pe Izold Iwerzhon , gwreg roue Marc'h Kernev-Veur ha karantez Tristan . He mamm, rouanez Iwerzhon, a zo anvet Izold ivez. An trede eo Izold he Daouarn Gwenn, pe Izold Breizh, merc'h da Hoel ha c'hoar Kahedin.
  • Izold ar Veleganez, serc’h Tristan ;
  • Izold he daouarn gwenn, pried Tristan ;
  • Izold, mamm Izold ar Veleganezhervez Gottfried von Strassburg[1].

Oberennoù brezhonek emañ Izold enno :

Gant Izild[2] hag Isild ez eus bet un treuzskrivadur brezhonek all diwar an doare kembraek Essylt[3], a gaver en An Isild a-heul savet gant Per-Jakez Helias.

Er c’hoari video AFK Arena, ez eo Izold un haroz renket e-touez an dougerien-gouloù[4].

Levrlennadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • (de) Keil, Ernst (1875) : Tristan und Isolde im alten und neuen Liede ("Tristan hag Izold er barzhonegoù kozh ha nevez") @ WikiSouce
  1. E Tristan und Isolde, e-tro ar bloaz 1210.
  2. Meneget en Dictionnaire français breton Roparz Hemon, Al Liamm 1974, p. 420.
  3. Anv roet da ziv vaouez er marvailh kembraek krennamzerel, Kulhwch hag Olwen’'.
  4. (en) AFK Arena Wiki