Caerllion

Eus Wikipedia
51.615° N, 2.959° W
Caerllion, gwelet eus Beechwood

Caerllion (Caerleon e saozneg ; brezhonekaet e Kerleon a-wechoù[1]) zo ur gêriadenn vihan eus su Kembre, en hanternoz da gêr Casnewydd, war lez ar stêr Wysg[2].

Istor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

D'an istorourien ez eo pouezus Caerllion abalamour ma'z eus bet kavet enni aspadennoù eus ur c'hreñvlec'h kozh eus Oadvezh an Houarn hag eus ur c'hreñvlec'h all, unan roman, anvet Isca Silurum pe Isca Augusta, ma voe diazezet e-pad pell soudarded al Legio II Augusta. Tost d'an aspadennoù roman ez eus bet digoret daou virdi, an National Roman Legion Museum hag ar Roman Baths Museum. El lennegezh eo brudet Caerllion ivez : e-barzh Historia Regum Britanniae, gant Jafrez Menoe, ez eo Caerllion unan eus kêrioù pouezusañ Breizh-Veur ha kêr-benn ar roue Arzhur.

Anv[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

'Isca

Rivet & Smith, p. 378[3]

  • I.A. 4844 (Iter XII) : ISCAE LEG. II. AIGUSTA / ISCAE LEIA ..., ISCAE LEGIS ...
  • I.A. 48410 (Iter XIII) : ISCA
  • I.A. 4858 (Iter XIV) : ISCA
  • Ravenna 10624 : ISCA AUGUSTA

Talvoudegezh : diwar an ar stêr Isca = Dour

Caerleon

Eilert Ekwall, p. 81, 1[4].

  • Welsh Caerlleon ar Wysg.
  • Iskalis (for Iska leg.) c. 150 Ptol, Isca Leg. II Augusta 4 IA;
  • Cair Legeion (Legion) guar Usic, c 800 HB
  • Carlion, Carlion, DB
  • Cairlion, civitas legionum c 1150 Liber Landavensis
  • Kaerleun, i.e Legionum urbs 1191 Giraldi Cambresis
  • Karlion bi Uske, Kairliun 1205 Layamon's Brut
  • Cair llion ar Wysc 13 Mabinogion

Talvoudegezh : "kreñvlec'h / kastell al (an eil) lejion". Ar Wysg = war lez ar stêr Wysg, evit diforc'hañ diouzh Caerlleon = Chester.

Martezeadennoù romantel :

  • kêr al leon, al leon o vezañ arouez ar roue, ar roue Arzhur evel-just. (nemet arouez ar Roue Arzhur e oa teir kurunenn en aour !)
  • kêr al lejion, al lejion roman diazezet eno. Diwar an anv-se e teufe anv Bro-Leon ivez (hag ez eus displegadennoù ?)

Arkeologiezh roman[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Mogerioù ar c'hamp[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Logelloù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Kelc'hva / Añfiteatr[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Traoù a bep seurt[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Daveoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. Romant ar Roue Arzhur, Langleiz, p. 61
  2. Geograph photo of River Usk at Caerleon
  3. A.L.F Rivet & Colin Smith : The Place-names of Roman Britain. Batsford Ltd. 1979. Édition 1982.
  4. Eilert Ekwall : The Concise Oxford Dictionary of English Place-names. Clarendon Press. Oxford. First edition 1936; Fourth edition 1960, Reprint 1980.

Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.