Chester

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask

Stalioù Chester (2005)
Ar pont war ar stêr Dyfrdwy ha dismantroù mogerioù Caer

Chester (Caer e kembraeg, gwelloc'h : Y Gaer), da lavarout eo kêr / kreñvlech / Kêr mogeriet, e brezhoneg) eo anv pennlec'h kontelezh Cheshire e kornôg Bro-Saoz, tost da harzoù Kembre.

Ardamezouriez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Cheshire badge.png
"e glazur, e gleze ouzh kab en aour, eilet gant teir manal ed 2, 3, ivez en aour"

Istor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Chester a zo bet krouet diwar ur c'hamp roman, savet evit Legio XIV Gemina hag ul lodenn Legio XX Valeria, e 60 goude J.-K., raok argad an iniz Môn hag an drouized, sur a-walc'h dindan mestrionezh Suetonius Paulinus.

Adsavet eo bet e 78 evit kont Legio II Adiutrix (Eil legio eiler - en harp), deut evit kemer plas Legio XIV Gemina.

Deva / Chester a zo bet karter jeneral Legio XX Valeria Victrix eus 86 da 383-384.

Legio XX Valeria Victrix a zo bet beg houarn arme Maksim eus 383 da 388. Lonket eo bet goude se gant an istor.

E 606, Aethelfrith, roue Northumbria, e drec'has diwar Brochail, penn-kadour ar Vretoned, troc'han Bro-Gembre diouzh Stathclyde. Hervez Jaffrez Menoe e lazhas 1200 manach; 200 hervez Anglo-Saxon-Chronicle (ASC)

Ad-kemeret gant ar Vretoned gwech ha gwech all, e chom e benn ar fin etre daouarn Saksoned ente 616 ha 655.

Re an Denmark a dap grog diouti e 893.

An Normanded, dindan Gwilherm an Alouber, a dap krog enni e 1070.

Simon de Montfort, earl / kount Chester eus 1264 da 1265, n'eus man da welout gant Montfort-sur-Meu, e Breizh, mes gant Montfort-l'Amaury.

Gerdarzh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Dont a ra an anv Chester eus ar ger castra e latin (kamp, lec'h kreñv) evel an holl lec'hanvioù saoznek a echu gant cester pe chester.

  • Ptolemy : Deva Legion VV Nikephore; eilstumm : Devana
  • (gresianeg : Nikephore = latin Victrix, lez-anv roet da Legio XX Valeria goude trec'h ar Romaned war Boudika)
  • A.I : Deva Leg. XX Vici; Devam; Deva;
  • Ravenna : Deva Victrix;
  • Bede : Ciuitas Legionum, Legacaester;
  • A.S.C : Ceaster;
  • D.B : Cestre;
  • Nennius : Cair Legion;

Stêr[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Treuzet eo kêr Caer gant ar stêr Dee, a zo Dyfrdwy e kembraeg, hag a zeu eus menezioù Kembre.

Dee a zeu eus Deva = ar stêr an doueez sakred

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]


Commons
Muioc'h a skeudennoù diwar-benn

a vo kavet e Kerandafar.