Beda Venerabilis
Neuz
Beda Venerabilis
| Reizh pe jener | paotr |
|---|---|
| Bro ar geodedouriezh | Rouantelezh Northumbria |
| Anv e yezh-vamm an den | Beda Venerabilis |
| Anv-bihan | Beda |
| Deiziad ganedigezh | 672 |
| Lec'h ganedigezh | Jarrow |
| Deiziad ar marv | 735 |
| Lec'h ar marv | Jarrow |
| Lec'h douaridigezh | Durham Cathedral |
| Yezhoù komzet pe skrivet | latin |
| Yezh implijet dre skrid | latin |
| Bet studier da | Ceolfrith, Benedict Biscop |
| Studier | Ecgbert |
| Honorific prefix | Doktor an Iliz |
| Strollad etnek | Angled-ha-Saozon |
| Relijion pe kredenn | Iliz katolik roman |
| Urzh relijiel | urzh Sant Benead |
| Stad ar c'hanonizasion | sant, sant katolik |
| Gouel | 25 Mae |
| Roll ar sujed | Doktor an Iliz |
| Statud e wirioù aozer | Ar gwirioù aozer ne dalvezont ket ken |

Beda, Sant Bede, pe Beda Venerabilis e latin (672/673 – 26 a viz Mae 735) a oa ur manac'h saoz eus dibenn ar VIIvet kantved a selled outañ evel unan eus ar brasañ kelennerien ha skrivagnerien e-doug ar Grennamzer. Skrivet en deus un istor eus an Iliz e Bro-Saoz, anvet Historia ecclesiastica gentis Anglorum ("Istor Iliz ar bobl saoz" pe "Istor eklesiastek ar bobl saoz"). Abalamour da hemañ e voe sellet outañ evel "tad an istor saoz". Tremen a reas e vuhez manac'h e manatioù Sant-Pêr ha Sant-Paol e rouantelezh Northumbria.