Boudika
Boudika (Buddug e kembraeg) a oa gwreg d'ar roue brezhon Prasutagus, a rene war an Ikened er Iañ kantved, ur bobl vrezhon o chom er vro a zo bremañ Norfolk.
Istor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
He gwaz en devoa legadet e rouantelezh d'o merc'hed ha d'an impalaer roman Neron, hanter ouzh an hanter. Pa varvas avat, war-dro ar bloaz 60, e voe kemeret ar rouantelezh en he fezh gant ar Romaned, ken plaen ha tra. Sed a zo skrivet gant an istorourien roman Tacitus ha Dion Cassius. Klemm a reas Boudika, ha neuze e voe gwallgaset, skourjezet, gwallet zoken, hag he div verc'h ganti.
Emsavadeg a voe neuze gant 100 000 den ouzh an arme roman e-pad 6 miz.
Trec'het e voe Boudika e 61. En em lazhañ a reas gant kontamm.
Hec'h anv[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Boudika (skrivet ivez Boudicca, hag ivez Boadicea).
"Diskleriet e vez Boudika peurliesa dre an hen-geltieg boudis, bodis "trec'h", aet de grenn-vrezoneg buz" (Meven Mordiern, p. 35, notenn 5)
Lennegezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Bonduca, trajedienn saoznek gant John Fletcher ha Francis Beaumont e 1610.
- Boadicea, an ode, barzhoneg gant William Cowper en 1782.
- Boadicea, barzhoneg gant Alfred Tennyson
- Ar rummad bannoù-treset "Vae Victis !" gant Simon Rocca ha Jean-Yves Mitton. Pemzek levrenn embannet gant Soleil etre 1991 ha 2006.
Lennadurezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Meven Mordiern & Abherve, Notennou diwar-benn ar Gelted koz, o istor hag o sevenadur. Skridoù Breizh. Brest. 1944.
- Ian Andrews, Boudicca's Revolt, Londrez, 1972
- Graham Webster, Boudicca: The British Revolt Against Rome, Londrez, 1978
Filmoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Daou film zo anavezet diwar he fenn :