Chrétien de Troyes
Aller à la navigation
Aller à la recherche
Chrestien de Troyes, pe Chrétien de Troyes (1135-1190, a greder) zo ur skrivagner gallek eus dibenn an XIIvet kantved hag en deus skrivet diwar-benn mojennoù An Daol Grenn; gantañ e vije bet krouet an haroz Lanselod, hervez ar vrud, met roud eus ar marc'heg-se a gaver koulskoude e skridoù koshoc'h. Bez ez eo unan eus ar c'hentañ skrivagnerien c'hallek anavezet hag eus oberourien romantoù marc'hegerion.
Kloareg e oa e lez Champagn, en amzer Herri Iañ Champagn hag e bried Mari Bro-C'hall (1145–1198), merc'h henañ ar roue gall Loeiz VII (Bro-C'hall) hag e bried kentañ Eleanora Akitania. Dont a c'hallfe e anv eus e relijion, rak brudet e oa Rachi de Troyes, ur rabin yuzev.
Oberennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Troidigezhioù diwar Ovidius[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Les Commandemanz Ovide (kollet), diwar Remèdes à l'amour
- L'Art d'amors (kollet), diwar An Arz da garout
- Le mors de l'épaule (kollet), diwar istor skoaz Pelops debret gant Demeter, e levrenn VI ar Metamorfozoù
- La Muance de la hupe, de l'aronde et del rossignol, anavezet ivez evel Philomena, diwar metamorfozenn Térée, Philomèle et Procné, e levrenn VI ar Metamorfozoù
Romantoù arzhurian[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Ur romant del roi Marc et d'Ysalt la blonde ( diwar-benn mojenn Tristan hag Izold, (kollet)
- Érec et Énide, war-dro 1170
- Cligès ou la Fausse morte, war-dro 1176
- Lancelot ou le Chevalier de la charrette, romant diwar-benn Lanselod, war-dro 1175-1181 (echuet gant Godefroiz de Leigni)
- Yvain ou le Chevalier au lion, roman diwar-benn Yvain, war-dro 1175-1181
- Perceval ou le Conte du Graal pe roman de Perceval, war-dro 1182-1190 (diechu)