Eleanora Akitania
Reizh pe jener | plac'h |
---|---|
Bro ar geodedouriezh | Dugelezh Akitania |
Anv e yezh-vamm an den | Aliénor d'Aquitaine, Éléonore de Guyenne, Eleanor of Aquitaine, Alienora (Alienordis) ducissa Aquitaniae, Alienòr d'Aquitània |
Anv-bihan | Eleanor |
Anv-familh | talvoud ebet |
Titl noblañs | dug, rouanez kenseurt, rouanez kenseurt |
Deiziad ganedigezh | 1122 |
Lec'h ganedigezh | Bourdel |
Deiziad ar marv | 1 Ebr 1204 |
Lec'h ar marv | Poitiers |
Lec'h douaridigezh | Abati Fontevraud |
Tad | Guillaume X |
Mamm | Aenor de Châtellerault |
Breur pe c'hoar | Petronilla of Aquitaine |
Pried | Loeiz VII, Herri II |
Kar | Blanche de Castille, Enrique Iañ Kastilha |
Familh | Ramnulfids |
Yezh vamm | okitaneg |
Yezhoù komzet pe skrivet | okitaneg |
Micher | female crusader |
Tachenn labour | Occitan culture |
Karg | duke of Aquitaine, Count of Poitiers, queen of Franks, Consort of England |
Relijion | kristeniezh |
Perc'henn war | Castle Malevirade, Cristal vase of Alienor, Château de Lormont, Château de Domfront, Manoir de la Saucerie |
Eleanora(war-dro 1120– 1añ a viz Ebrel 1204), dugez Akitania a oa unan eus pinvidikañ ha galloudusañ maouezed Europa da vare ar Grennamzer uhelañ.
Da bemzek vloaz, war-lerc'h marv he zad, e voe Dugez Akitania ha kontez Poitiers. Tri miz goude e timezas da Loeiz, mab he diwaller, ar roue gall Loeiz VI, ha kenroue gantañ. Neuze enta eo evel rouanez ar Franked eo e kemeras perzh en Eil Brezel ar Groaz. Pa voe echu ar brezel e tivizas an daou zen yaouank terriñ o dimeziñ, abalamour ma oa c'hoant Eleanora hag ivez dre ma ne oa ganet nemet div verc'h : Marie hag Alix. Torret an dimeziñ eta d'an 11 a viz Meurzh 1152 abalamour ma oa bet kavet kenwadelezh er pevare derez. Chom a reas ar merc'hed gant o zad, ha roet e voe he douaroù da Eleanora en-dro.
Kenkent hag erru e Poitiers e kinnigas Eleanora da Herri, dug Normandi, 11 vloaz yaouankoc'h, dimeziñ ganti. Ha d'an 18 a viz Mae 1152, c'hwec'h sizhun goude an torr-dimeziñ, e timezas Eleanora Akitania da zug Normandi. D'ar 25 a viz Here 1154 e teuas he fried da vout roue Bro-Saoz, ha setu Eleanora Akitania deuet da vout rouanez Bro-Saoz.
E-kerzh an 13 vloaz a-c'houdevezh e roas teir merc'h ha pemp mab d'he fried, en o zouez Richarzh Kalon Leon ha Yann Dizouar a zeuas da vout rouaned Bro-Saoz ha Jafrez a zeuas da vout Dug Breizh.
Bugale
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Gant Loeiz VII (Bro-C'hall) (dimezet d'an 12 a viz Gouhere 1137, torret d'an 21 a viz Meurzh 1152)
- Marie, kontez Champagn (1145 – 11 Meurzh 1198) ; dimezet da Herri Iañ, kont Champagn ; bugale dezho.
- Alix, Kontez Bleaz (1151-1198) ; dimezet da Theobald V, Kont Bleaz ; bugale dezho.
- Gant Herri II (Bro-Saoz) (dimezet d'an 18 Mae 1152, intañvet d'ar 6 a viz Gouhere 1189)
- Gwilherm IX, kont Poitiers (17 Eost 1153 – Ebrel 1156) ; marvet en-bugel.
- Herri ar Roue Yaouank (28 C'hwevrer 1155 – 11 Mezheven 1183) ; dimezet da Marc'harid Bro-C'hall ; bugale marvet en-bihan.
- Matilda, Dugez Saks (Mezheven 1156 –13 Gouhere 1189 ; dimezet da Henry al Leon, Dug Saks ; bugale dezho.
- Richarzh Iañ (Bro-Saoz) (8 Gwengolo 1157 - 6 Ebrel 1199) ; dimezet da Berengaria Navarra ; divugel.
- Jafrez II (dug Breizh) (23 Gwengolo 1158 – 19 Eost 1186) ; dimezet da Constance, Dugez Breizh ; bugale dezho.
- Eleanor,Rouanez Kastilha (13 Here 1162 – 31 Here 1214) ; dimezet da Alfonso VIII Kastilha ; bugale dezho.
- Janed, Rouanez Sikilia(Here 1165 – 4 Gwengolo 1199) ; dimezet : 1) da William II Sikilia ha 2) da Raymond VI Toulouse ; bugale dezho.
- Yann Iañ (Bro-Saoz) (27 Kerzu 1166 – 19 Here 1216) ; dimezet 1) da Isabel, Kontez Gloucester ha 2) da Isabella, Kontez Angoulême ; bugale dezho.
Levrlennadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Philippe Delorme, Aliénor d'Aquitaine, Paris, (éd. Pygmalion), 2001 (ISBN 2-8570-4673-1)
- Jean Markale, Aliénor d'Aquitaine, Paris, Payot, 2000 (ISBN 978-2-22889329-9)
- Jacques Chaban-Delmas, La Dame d'Aquitaine, J'ai lu, 2001 (ISBN 978-2277224099)