Marie de France (1145-1198)
Marie de France (1145-1198), pe Mari Bro-C'hall, a oa merc'h henañ ar roue gall Loeiz VII (Bro-C'hall) hag e bried kentañ Eleanora Akitania; dimeziñ a reas da Herri Iañ Champagn.
Dispartiañ a reas he zud e 1152. E n 1160 ec'h addimezas he zad Loeiz VII da Adèle Champagn ha prometiñ a reas e ziv verc'h da vreudeur e bried nevez.
Eured ha bugale
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]E 1164 eta e timezas da Herri le Libéral (1127 - 1182), kont Champagn ha Brie, ha bugale o doe :
- Henri II (1166 - 1197), kont palatin Champagn, ha goude roue Jeruzalem
- Marie (1174 - 1204), dimezet en 1186 da Baudouin IX Flandrez, kont Flandrez ha kont Hainaut, ha goude Impalaer latin Constantinople († 1206)
- Tepot III (1179 † 1201), kont Champagn,
- Scholastique († 1219) dimezet da Guillaume IV, kont Mâcon († 1226)
E Champagn
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Perzh he devoa kemeret e lez desket Eleanora Akitania e Poitiers (1170-1173), hag ul lez a dud desket ivez a zalc'has e Champagn, hag en-dro dezhi tud evel Chrétien de Troyes, Gace Brulé, Gautier d'Arras, Guyot de Provins, Huon d'Oisy, Geoffroi de Villehardouin.
Teir gwech e voe rejantez kontelezh Champagn, en anv he fried, e-pad en eil kroaziadeg, hag en anv he mab henañ goude, en e vinorelezh, betek e 1187, hag adalek 1190 pan eas he mab da vrezelekaat d'an Douar Santel, ha pa zimezas da rouanez Jeruzalem ma teuas da vout roue Jeruzalem.
Pa varvas he mab henañ Herri II en 1197, e laoskas ar galloud gant hec'h eil mab Tepot III hag ez eas dar gouent. mervel a reas bloaz goude. Beziet e voe en iliz-veur Meaux, ha distrujet e voe ar bez er XVIvet kantved e-pad ar brezelioù relijion.