Adèle Champagn
Neuz
Adèle Champagn
| Reizh pe jener | plac'h |
|---|---|
| Bro ar geodedouriezh | Frañs |
| Anv e yezh-vamm an den | Adèle de Champagne |
| Anv-bihan | Adèle |
| Titl noblañs | Kont, rouanez kenseurt |
| Deiziad ganedigezh | 1140 |
| Deiziad ar marv | 4 Mez 1206 |
| Lec'h ar marv | Pariz |
| Lec'h douaridigezh | Pontigny Abbey |
| Tad | Theobald II of Champagne |
| Mamm | Matilda of Carinthia |
| Pried | Loeiz VII |
| Bugel | Fulup II an Aogust, Agnès de France |
| Familh | Tiegezh Bleaz |
| Yezhoù komzet pe skrivet | galleg |
| Micher | Rejañs |
| Karg | Rejañs |
| Perc'henn war | Château de Villiers |
Adèle pe Alix pe Alice Champagn, ganet war-dro 1140 ha marvet e 1206 e Pariz, a oa ur briñsez eus kontelezh Champagn deuet da vout rouanez ar Franked evel trede pried Loeiz VII, roue Bro-C'hall . Merc'h e oa da Tepot IV, kont Champagn ha kont Bleaz, ha da Matilda Karintia.
Dimezet ha kurunennet e voe d'an 13 a viz Du 1160. Div wech e oa bet dimezet ar roue, hogen mab ebet n'en doa bet, na gant Eleanora Akitania (eured torret en 1152) na gant Constanza Kastilha, marvet en 1160.
He bugale
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Daou vugel he doe:
- Fulup, lesanvet 'Dieudonné (mall a oa kavout ur pennhêr) lesanvet an Aogust.
- Agnès, dimezet teir gwech, da dri impalaer bizantat:
- Alexis II Comnène,
- Andronic Ier Comnène,
- Théodore Branas, gouarnour Constantinople.
