Mont d’an endalc’had

Loeiz VII (Bro-C'hall)

Eus Wikipedia
Loeiz VII
den
Reizh pe jenerpaotr Kemmañ
Bro ar geodedouriezhFrañs Kemmañ
Anv e yezh-vamm an denLouis VII de France Kemmañ
Anv-bihanLouis Kemmañ
Anv-familhtalvoud ebet Kemmañ
Titl noblañsdug, Roue ar Franked Kemmañ
Deiziad ganedigezh1120 Kemmañ
Lec'h ganedigezhPariz Kemmañ
Deiziad ar marv18 Gwe 1180 Kemmañ
Lec'h ar marvPariz Kemmañ
Lec'h douaridigezhBasilica of Saint-Denis Kemmañ
TadLoeiz VI Kemmañ
MammAdelaid Maurienne Kemmañ
PriedEleanora Akitania, Constanza Kastilha, Adèle Champagn Kemmañ
FamilhCapetian dynasty Kemmañ
Yezhoù komzet pe skrivethenc'halleg, latin Kemmañ
Yezh implijet dre skridlatin Kemmañ
Micherpenndiern, monark Kemmañ
KargRoue ar Franked, duke of Aquitaine Kemmañ
Relijionkristeniezh Kemmañ
Prizioù resevetGolden Rose Kemmañ
Statud e wirioù aozerAr gwirioù aozer ne dalvezont ket ken Kemmañ
Louis VII

Loeiz VII, lesanvet Loeiz ar yaouankañ, ganet e 1120, marvet e 1180 e Melun, a voe roue Bro-C'hall eus 1137 betek 1180.

Mab e oa da Loeiz VI, lesanvet Loeiz an Tev, roue ar Franked, hag Adelaid Maurienne (1100-1154) ha dre se e oa war un dro ur c’harolingad hag ur Bosonad a-berzh e vamm.

Dre ma oa eil mab ar roue Loeiz VI, war-lerc'h e vreur Fulup, ne oa ket tonket dezhañ mont da roue. Kemm a voe en e blanedenn d'an 13 a viz Here 1131 pa voe lazhet Fulup, kouezhet diwar e varc'h e kêr Bariz, abalamour d'ur pemoc'h a oa o treuziñ ar straed. Raktal goude, d'ar 25 a viz Here, e voe sakret e Reims gant ar pab Inosant II, ha kevredet gant e dad war an tron.


Brezel Champagn (1142-1144)

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Meur a abeg a voe d'ar brezel-se : dilennadeg arc'heskop Bourges ha, dreist-holl, afer Raoul de Vermandois. Evit eureujiñ gant Petronille, c'hoar Eleanora Akitania, e skarzhas e wreg kentañ : Eleanora, nizez Thibaud Champagn.

Un darvoud a-bouez a c'hoarvezas e-pad brezel Champagn : 1300 den a voe devet en iliz Vitry-en-Perthois lec'h m'o doa klasket goudor. Loeiz VII hag a oa kaoz eus ar marvioù-se a chomas strafuilhet-bras diwar-se.

Ar groaziadeg

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Loeiz hag Eleanora a gemeras perzh en eil groaziadeg, loc'het e miz Even 1147. Kendeuziñ a reas ar groaziadeg-se met ne voe ket klevet kalz a rebechoù ouzh Loeiz, ouzh Eleanora ne lavaran ket.

Ar brud a redas e oa bet darempredoù kuzh etre ar rouanez ha hec'h eontr Raymond Antioche.

Eureudiñ a reas gant Eleanora Akitania d'ar 25 a viz Gouere 1137 e Bourdel. Div verc'h o doe :

  • Marie e 1145
  • hag Alix e 1150

Met trenkañ a reas ar soubenn etre an daou bried ha, d'an 21 a viz Meurzh 1152, e voe torret an dimez war zigarez e oant kendirvi (diskennidi da Roperzh II e oant o-daou).

Eurediñ a reas neuze gant Constanza Kastilha,

Hag adarre, goude marv Constanza, e voe neuze dimezet ouzh Adèle Champagn, hag o doe daou vugel :

  • Fulup (1165-1223), lesanvet 'Dieudonné (mall a oa kavout ur pennhêr, hag a oa fent ennañ), ha diwezhatoc'h, pa renas, an Aogust.
  • Agnès, dimezet teir gwech, da dri impalaer bizantat:

Goude e varv

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E vab Fulup II an Aogust a bignas war an tron war e lerc’h.

Loeiz VII a gemeras liv glas ar Werc'hez Vari, diwallerez ar rouantelezh, da ardamez ar roue. Hervez an istorour gall Michel Pastoureau e felle d'ar roue diverkañ mezh marv e vreur lazhet gant ul loen a renk izel.

Levrlennadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]


En e raok:
Loeiz VI
Rouaned Bro-C'hall

11371180
War e lerc'h:
Fulup II