Loeiz VI (Bro-C'hall)
Loeiz VI, lesanvet Loeiz an Tev, ganet e 1081 ha marvet e 1137 a voe roue Bro-C'hall eus 1108 betek 1137. Mab e oa da Fulup Iañ ha da vBertha Holland, e wreg gentañ.
Bugaleaj
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Start e voe bugaleaj Loeiz VI en abeg da iriennoù e vamm-gaer Bertrada Montfort hag a glaskas e gas diwar-dro evit lakaat war an tron unan eus an daou vab he doa bet gant Fulup Iañ (Fulup ha Florus).
Ur veaj a reas Loeiz e Bro-Saoz e-pad goañv 1100-1101 e lez ar roue Herri Iañ. Bertrada a glaskas tennañ gounid eus se evit goulenn digant roue Bro-Saoz derc'hel anezhañ prizoniad.
Armet e voe marc'heg en Abbeville d'ar 24 a viz Mae 1098 ha lakaet da hêr ofisiel war-dro 1099.
Ren
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Deskrivet eo evel un den kreñv ha brezelour ampart met techet da vezañ tev ken na oa diaes dezhañ kerzhet pa oa 40 vloaz. Sakret e voe en Orleañs d'an 3 a viz Eost 1108.
A-hed e ren e stourmas ouzh e wazed evit diskouez e aotrouniezh ha diazezañ ar peoc'h.
Gant feur-emglev Gisors e 1113 e rank anavezet aotrouniezh Herri Iañ, roue Bro-Saoz, war Breizh.
Daou zen dreist-holl o doe ul levezon bras e-korf ren Loeiz VI : Suger ha Raoul de Vermandois.
Genealogiezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]E 1115 ec'h euredas Loeiz VI gant Adelaid Maurienne (pe Adelaid Savoia), nizez d'ar pab Calixte II. 9 bugel o doe, en o zouez :
- Fulup (1116-1131)
- Loeiz (1120-1180)
En e raok: Fulup Iañ |
Rouaned Bro-C'hall 1108 – 1137 |
War e lerc'h: Loeiz VII |