Herri ar Roue Yaouank

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask

Herri ar Roue Yaouank, anavezet e saozneg evel Henry the Young King ( 1155 – 1183), a oa an eil eus pemp mab Herri II (Bro-Saoz) hag Eleanora Akitania.

Bloaz e oa, e 1156, pa varvas e vreur henañ Gwilherm, ma teuas da vezañ pennhêr.

En 1158, e voe rakdimezet da Marguerite, kentañ merc'h Loeiz VII hag e eil pried, Constanza Kastilha (1136-1160)‎ E 1160 gant aotre ar pab Alesant III (pab), e voe euredet Herri, 5 bloaz, da varc'harid, 2 vloaz. Mall bras a oa war Herri II da gaout argouroù e verc'h-kaer, Vexin.

En 1162, e voe kaset da vout skoliet gant Thomas Becket, kanselour bro-Saoz.

A-raok dibenn 1163 e voe anvet Becketda arc'heskob Canterbury, trenkas a reas an darempredoù etre ar roue hag eñ, ma voe tennet ar priñs digantañ.

Adalek 1170 e renas Herri, 15 vloaz neuze, a-gevret gant e dad, evel roue Bro-Saoz, Dug Normandi, Kont Anjou ha Maine.