Mont d’an endalc’had

Richarzh I (Bro-Saoz)

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Richarzh Kalon-Leon)
Richarzh Kalon Leon

Richarzh Iañ, roue Bro-Saoz, a oa ivez Richarzh IV, dug Normandi. Ganet e oa d'an 8 a viz Gwengolo 1157, ha marvet d'an 6 a viz Ebrel 1199. Trivet mab ar roue saoz Herri II hag e bried Eleanora Akitania e oa. Roue Bro-Saoz e voe adalek 1189 betek 1199. Lesanvet e voe Richarzh Kalon Leon (Richard the Lionheart).

Tri breur en deus bet.

  • E vreur henañ Gwilherm a oa marvet da dri bloaz
  • E eil breur Jafrez II a oa dug Breizh
  • E drede n'en doa bet netra a oa bet anvet Yann Dizouar.

Ne oa ket Richarzh da vout roue. Moumoun e vamm e oa ha pa zispartias e dud e voe roet kurunenn Akitania dezhañ e 1168, ha titl kont Poitiers.

Gant an troubadour Bertran de Born e oa bet lesanvet Òc-e-Non ('Ya-ha-Nann'). Sevel a rae kanaouennoù en okitaneg, ur yezh en doa desket gant e vamm Eleanora Akitania.

Saozneg ne gomze ket, ha ne voe ket pelloc'h eget 6 miz o chom e Bro-Saoz. Pelloc'h amzer e voe o vrezeliñ, ouzh e wizien emsavet, ouzh ar roue gall, pe ar Sarazined eget oc'h ober war-dro e rouantelezh.

Pinijenn a rae hag en em skourjezañ abalamour m'en devoa graet ar pec'hed a sodomiezh.


Mervel a reas pa oa 41 bloaz, e-kichen Limoges dirak kreñvlec'h un aotrou emsavet enep dezhañ.

Ardamez Richarzh I Bro-Saoz
En e raok:
Herri II
Roue Bro-Saoz

1189 - 1199
War e lerc'h:
Yann I

Levrlennadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Régine Pernoud, Richard Coeur de Lion, Fayard