Legio II Augusta
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ.
Legio II Augusta da lâret eo Eil Lejion an Impalaer[1] a oa anv unan eus lejionoù Henroma.
Savet e oa bet al lejion-se e penn-kentañ ar c'hantved kentañ (da vare an impalaer Aogust). Kemeret he deus perzh e brezelioù Hispania, etre 29 kent J.-K. ha 19 goude J.-K. Ur drevadennad evit he soudarded-kozh he devoa e Cádiz. Kaset e oa da Argentoratum adalek 10-15 goude J.-K.
Etre 21 ha 26 Aogust a grouas eviti un drevedennad nevez evit he soudarded-kozh e Arausio / Orange, hag a oa dija trevedennad evit soudarded-kozh Legio II Gallica.
E 43, e savas an impalaer Glaoda un arme evit mont da stourm a-enep priñsed ar Gatuvellauni hag an Drinobantes, enni : al Legio II Augusta, Legio IX Hispania, Legio XIV Gemina, hag al Legio XX Valeria. Ar penn-jeneral a oa Aulus Plautius. Jeneral al Legio II Augusta a oa Vespasian.
War dro 47, darn eus ar soudarded en em gav e Abonae / Sea Mills (e-kichen Bristol), e bro ar Velged (Belgae). E 49-50, Legio II Augusta, kaset gant Vespasian, a drec'h diwar an Dobunni ha kemer a ra o oppidum (kreñvlec'h ha kêr-benn) Corinium / Cirencester.
E 56-57, al lejion a zo kaset da gemer Isca Dumnoniorum / Exeter / Keresg, war douar an Damnonii.
E-pad brezelioù Boudika hag an Iceni, e 60-61, prefed al Legio II Augusta, Poenius Posthumus, a choazas da chom e-barzh e greñvlech, gant aon, hep esaeañ mont da sikour Aulus Plautius. Goude ma Aulus Plautius, e benn ar fin, a oa trec'h war ar Vrezhoned Boudicca, Poenius Posthumus, leun a vezh, a gavas gwelloc'h d'ezhan d'en emlazhañ gant e gleze.
E 66-67, al lejion a zo kaset da Glevum / Gloucester / Kerloiou e-barzh ur greñvlec'h nevez. E 78, mont a ra war zu an hantronoz, e Isca Silurum / Caerleon, war douar ar Silured. Goude se, dindan Hadrian, eo laket en plas e Rutupiae / Richborough, hag a chomo er plas se, hep paouez, adalek 122 betek 418.
Jeneral al Legio II Augusta a oa savet da Comes litoris Saxonici per Britanniam = Kont an aochoù saozon evit Breizh(Veur)
- Pennad tennet eus an Notitia Dignitatum :
XXVIII Comes litoris Saxonici per Britanniam
12. Sub dispositione uiri spectabilis comitis litoris Saxonici per Britanniam:
13. Praepositus numeri Fortensium, Othonae (Bradwell)
14. Praepositus militum Tungrecanorum, Dubris (Dover)
15. Praepositus numeri Turnacensium, Lemannis (Lympne)
16. Praepositus equitum Dalmatarum Branodunensium, Branoduno (Brancaster)
17. Praepositus equitum stablesianorum Gariannonensium, Gariannonor (Burgh Castle)
18. Tribunus cohortis primae Baetasiorum, Regulbio (Reculver)
19. Praefectus legionis secundae Augustae, Rutupis (Richborough)
20. Praepositus numeri Abulcorum, Anderidos (Pevensey)
21. Praepositus numeri exploratorum, Portum Adurni (Portchester)
Notennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ An niverenn e sifroù roman roet d'ul lejion a c'hall bezañ forc'hellek. Da vare ar Republik roman e veze savet al lejionoù e-pad ar goañv da vrezeliñ e-doug an hañv ha divodet e vezent a-raok fin an hañv da gaout amzer da vediñ. Roet e veze un niverenn dezhe hervez an urzh ma oant savet. Ar memes lejion a c'halle eta kaout un niverenn disheñvel hervez ar bloaz. An niverennoù I da IV a veze miret evit al lejionoù renet gant ar gonsuled. Dindan an impalaeriezh e oa niverennet al lejionoù savet gant an impalaerien adalek « I ». Kalz nemedennoù a voe neoazh. Aogust e-unan a viras lejionoù kozh gant o niverenn urzh kozh. Vespasian a roas d'al lejionoù a grouas niverennoù lejionoù a oa bet divodet. Kentañ lejion Trajan he doa an niverenn XXX, rak 29 lejion a oa dija. A-wezhioù e oa div lejion gant ar memes niverenn d'ar memes mare. Abalamour da se e oa ouzhpennet ul lesanv cognomen pe un anv a verke orin al lejionerien (Italica = a orin eus Italia), pe ur bobl trec'het gant al lejion (Parthica = trec'h war ar Barted), pe anv an impalaer hag e gens, pa oa bet savet gant an impalaer e kaoz, pe evel ur merk a enor (Galliena, Flavia), (3) pe ur perzh eus al lejion (Pia fidelis = leal). An anv « Gemina » a veze roet d'ul lejion savet diwar div lejion all pe muioc'h c'hoazh pa oa bet kollet kalz soudarded en emgann. En testennoù, ar sifroù « 4 » ha « 9 » evit ober anv eus al lejionoù a veze skrivet « IIII » ha « VIIII » kentoc'h evit « IV » ha « VIIII (Adkins (1994) pp. 55 ha 61).