Legio IX Hispania

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Traffic cone.png
Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ

Al Legio IX Hispania zo ul lejion roman krouet er c'hentañ kantved goude J.-K. E 43, e savas an impalaer Glaoda un arme evit mont da stourm a-enep priñsed ar Gatuvellauni hag an Drinovantes e Preden, enni al Legio II Augusta, al Legio IX Hispania, al Legio XIV Gemina, hag al Legio XX Valeria. Ar penn-jeneral a oa Aulus Plautius. Jeneral al lejion e oa Hosidius Geta.

Enskrivadur Leg VIIII Hispania e Stanwix

E 48-49 e oa staget al lejion da Lindum (Lincoln hiziv), e bro ar Goritani.

Er bloaz 71 e oa kaset al lejion da Eburacum (York hiziv), e bro ar Vrigantes, war urzh Quintus Petilius Cerialis, ar jeneral-gouarnour roman evit Britannia romania.