Mont d’an endalc’had

Britannia

Eus Wikipedia
Un delwenn d'an itron Britannia e Plymouth.

Britannia, skrivet Brittania a-wechoù ivez, zo un anv-lec'h istorel latin.

  • Britannia eo an anv roet da Enez Vreizh (lod a lavar Preden) en amzer an Impalaeriezh roman. Klotañ a ra gant Bro-Saoz, Bro-Gembre, Kerne-Veur ha Bro-Skos a vremañ.
  • Britannia eo ivez anv ar broviñs roman savet el lodenn eus Enez Vreizh aloubet gant ar Romaned, rak ne oa ket aloubet an enezenn a-bezh, ha Kaledonia, da skouer, a oa chomet dizalc'h; rannet e voe proviñs Britannia avat, hag adanvet ar rannoù anezhi. E 167 da skouer e voe krouet
  • E deroù ar Grennamzer e voe roet an anv Britannia ivez d'ar vro a oa anvet Arvorig betek-hen, dre ma oa annezet kalz Brezhoned eno. Graet e veze Britannia Minor anezhi, evit lakaat kemm gant eben, a oa anvet Britannia Major.
  • Goude-se e voe fardet anvioù nevez diwar an anv latin Britannia:
    • Britain e saozneg, a dalvezo evit Enez Vreizh en he fezh
    • Bretagne e galleg a dalvezo evit Breizh hepken peurvuiañ
      • ma vo ret treiñ Britannia Major d'ober Grande-Bretagne e galleg
  • E saozneg e vez graet an anv Britannia eus meur a dra:
  1. Rouantelezh Breizh-Veur, da lavaret eo an unaniezh etre Bro-Saoz, Kembre ha Bro-Skos, abaoe uvaniezh 1707.
  2. Rouantelezh Unanet Breizh-Veur hag Iwerzhon a gemeras he lec'h adalek 1801 dindan ar roue Jord III.
  3. Rouantelezh Unanet Breizh-Veur ha Norzhiwerzhon, anv kemeret gant ar memes rouantelezh adalek 1927, dindan ren Jord VI, goude dieubidigezh stad Iwerzhon.
  • E saozneg e vez graet an anv Britannia ivez eus ur vaouez zo enkorfadur pe skeudennadur mojennel ar vro-se, pe hini an impalaeriezh kozh;

Menegoù all eus an anv Britannia

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Kavout a reer an anv e-barzh:

  • Rule Britannia, kan ar vrogarourien vreizhveurat, a gammgemerer a-wezhioù evit kan broadel ar Rouantelezh Unanet, kanet ivez gant harperien kleub ar Glasgow Rangers , brudet da vout protestanted, evel kan enepkatolik hag enepiwerzhonat;
  • En droienn Cool Britannia, ijinet er bloavezhioù 1990 evit ober anv eus ur Rouantelezh Unanet o ren war an holl c'hizioù, re ar sonerezh pop, an dilhad hag ar gemenerien-veur, al letioù hag an tier-debriñ zoken.

Diwar an anv Britannia...

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

... eo bet savet an anvioù saoznek:

  • Britain, a zo roet da Vreizh-Veur.
  • Britanny, pe Brittany, an anv roet da Vreizh.

Diwarnañ eo bet savet ivez an anv gallek Bretagne.

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]