Kernev-Veur

Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ.
Kernev-Veur (Kernow e kerneveureg, Cornwall e saozneg) zo ur gontelezh e beg mervent Breizh-Veur, en hanternoz da Vor Breizh, dirak aodoù Bro-Leon, er c'hornog d'ar stêr Tamer, dezhi ur gorread a 3 564 km². 534 300 a annezidi a oa o chom enni e 2008.
Arouezioù broadel | |||||
---|---|---|---|---|---|
| |||||
Ger-ardamez | Onan hag oll (Kerneveureg: Unan hag holl) | ||||
Gouel broadel | Gouel Piran : 5 Meurzh | ||||
Kan broadel | Bro Goth Agan Tasow | ||||
Kernev-Veur hag ar broioù amezek dezhi | |||||
Yezh vroadel | Kerneveureg | ||||
Pennlec'h | Truru (Karrek) | ||||
Gorread | 3 564 km² | ||||
Poblañs - Hollad (2008 ist.) - Stankter |
534,300 150 / km² |
||||
Politikerezh | |||||
Kuzul Kernev-Veur http://www.cornwall.gov.uk/ |
Istor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Dont a ra an anv eus meuriad ar g-Cornovii, ar Vrezhoned a oa o chom eno da vare an aloubadeg roman. Kentañ gwech ma voe graet anv eus Kernev a voe dindan pluenn an istorour Diodorus Siculus (war-dro 90 kent JK – 30 kent JK), a rae meneg eus ar pezh a oa bet skrivet gant ar beajour Piteas er IVvet kantved kent JK, pa verdeas betek Enez Vreizh.
Goude aet kuit ar Romaned e voe adsavet ar rouantelezhioù keltiek kozh, ha krouet rouantelezh Kerne, a gemeras ivez anv Domnonea.
Kalz a sent kozh a deuas eus Kembre da Vreizh a dremenas dre eno, ha darn o deus lezet roud eus o zremen el lec'hanvadurezh.
Dezvad Kernev-Veur er Rouantelezh-Unanet[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Diouzh sell ar riez vreizhveurat ez eo Kernev-Veur ul lodenn eus Bro-Saoz, dezhi da zezvad ur gontelezh anezhi, hag adalek Ebrel 2009 un Amaezherezh Unvan.
Er Rannbarzh Mervent eo enframmet Kernev-Veur.
Kontelezh lidel ha kontelezh amaezhel[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Abaoe 1890 ez eo Inizi Sillan distag diouzh kontelezh amaezhel Kernev-Veur. Chom a reont bodet en hevelep kontelezh lidel avat.
Amaezierezh lec'hel[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Etre ar 1añ Ebrel 1974 hag ar 1añ Ebrel 2009 e voe rannet "kontelezh" Kernev-Veur e c'hwec'h Distrig. Abaoe a 1añ Ebrel 2009 eo bet amsavet ar Gontelezh hag ar c'hwec'h distrig gant un Amaezhierezh Unvan (unitary authority), meret gant ur Kuzul Kernev-Veur.
Ar c'hêrioù hag ar parrezioù keodedel eo live izelañ an amaezerezh lec'hel.
Dilennadegoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Da vouezhiañ da Zael Unaniezh Europa ez eo stag Kernev-Veur ouzh Pastell Dilennel Mervent Bro-Saoz.
Da vouezhiañ da Di ar C'humunioù ez eo rannet Kernev-Veur e 6 Pastell Dilennel :
Anvioù | Pastelloù Dilennel |
---|---|
Relijion[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
En Iliz anglikan e klot Kernev-Veur gant eskopti Truru.
En Iliz katolik e klot Kernev-Veur gant deanelezh Kernev-Veur, a zo ul lodenn eus eskopti Aberplymm.
Ledet-mat eo ivez e Kernev-Veur an ilizioù protestant disrannet diouzh an Iliz anglikan, an hentennouriezh pergen.
Sent kozh (da hiraat)[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Karanteg e Crantock (a zo Lanngorrow e kerneveg hiziv)
- Peran e Porthpyran
- Meriadeg (Meriasek e kerneveureg)
- Ia, a gaver hec'h anv e Porth Ia e Kernev-Veur evel e Plouie
- Ke (sant) e Ke (parrez), nepell eus Truru
Mojenn[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Hervez Jafrez Menoe oberour Historia Regum Britanniae, e teu an anv eus Corineus, ur brezelour deuet gant Brutus da Enez Vreizh.
Ar yezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
E-barzh ar yezhoù predenek emañ ar c'herneveureg. Tost-kenañ eo ouzh ar brezhoneg.
Kêrioù pennañ Kernev-Veur[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Kêr | annezad (2001) | ||
---|---|---|---|
1 | Sen Ostell | 22 658 | |
2 | Pennsans | 21 168 | |
3 | Truru (pe Tryverow), kêr-benn Kernev-Veur | 20 920 | |
4 | Aberfal | 20 775 | |
5 | Kammbronn | 20 010 | |
6 | Tewynn Pleustri (KU: Por Lestri) | 19 562 | |
7 | Essa | 14 124 | |
8 | Bosvenegh | 12 778 | |
9 | Rysrudh | 12 352 | |
10 | Hellys | 10 578 |
Kehentiñ gant Breizh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Bez' ez eus meur a zoare da vont a Vreizh da Gernev-Veur :
- aerlinennoù zo e-pad an hañv etre Tewynn Pleustri ha Sant-Brieg ; aerlinennoù all zo eus Brest ha Roazhon da Exeter ha n'eo ket re bell diouzh Kernev-Veur ;
Harzoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Kaoz zo gant gouarnamant Bro-Saoz, e 2010, da unaniñ kontelezhioù Devon ha Cornwall.
Rannbarzhoù: Pennwydh | Kerrier | Karrek | Karadon | Kernow Gledh Pastelloù-bro: Rostorrmoel Aozadur unvan: Inizi Sillan
Kêrioù pennañ: Austol | Bosvenegh | Porth Bud | Kammbronn | Aberfal | Heyl | Hellys | Lannstefan | Lyskerrys | Tewynn Pleustri | Pennsans | Resrudh | Essa | Porth Ia | Truru | Ponsrys
Temoù: Istor | Sant Piran | Sevenadur | Kerneveureg | Kêrioù Kerne-Veur gevellet gant Breizh | Kan broadel | Broadelouriezh | Tud | An holl bennadoù
Gwelout ivez : Ar Gelted • Ogham • Yezhoù keltiek • Rouantelezhioù brezhon • Enez Vreizh • Galia