Mont d’an endalc’had

Hentennouriezh (Breizh-Veur)

Eus Wikipedia

Ul luskad protestant diwanet e diabarzh an Iliz anglikan e voe da gentañ an hentennouriezh (e saozneg Methodism), loc'het gant ur strolladig studierion savet e Oxford e 1729 en-dro da John Wesley ha George Whitefield pergen.

Daoust da dagadennoù an Iliz anglikan ha d'e zisrannoù diabarzh e reas berzh an hentennouriezh en XVIIIvet ha XIXvet kantved, dreist-holl e Kembre hogen ivez e Kernev-Veur ma teuas John Wesley e-unan prezeg e 1781 e Lannwenep dirak un 20 000 den bennak.

E 1795 en em zisrannas da vat an hentennourion diouzh an Iliz anglikan.

Levezon he devoe an hentennouriezh war ar Strollad Frankizour.

Load kefridiel Iliz hentennour Breizh-Veur