Keltia
Setu ur pennad diechu hag a denn d'an istor. Gallout a rit reiñ un tamm skoazell, ha kreskiñ ar pennad: krogit e-barzh. Mar karfec'h reiñ hoc'h ali ha netra ken, grit 'ta e pajenn ar gaozeadenn.
Keltia a vez graet a-wechoù e brezhoneg eus ar broioù keltiek, ar broioù ma komzer yezhoù keltiek.
A-wechoù evit komz eus hollad an douaroù poblet gant ar Gelted en istor, e-pad eil oadvezh an houarn, da lavarout eo Galia, Preden, Hibernia, Norika dreist-holl. A-wechoù ivez evit komz eus ar c'hwec'h bro geltiek a-vremañ.
Ur ger krouet en XIXvet kantved eo, hag ul liv romantel zo dezhañ, evel d'ar gerioù Cambria ha Caledonia e saozneg, pe ar ger Armorique e galleg evit komz eus Breizh. Diazezet eo war ar meno ez a ar broioù a orin keltiek, pe e lec'h ma vez komzet yezhoù keltiek, d'ober ur gumuniezh, dezhi ur memes hêrezh. An hêrezh-se a c'hall bezañ sevenadurel pe istorel, pe tennañ d'ar yezhoù keltiek.
Notenn[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Diwar ar ger Keltia e teu ar ger keltieg. Tud zo a ra gant kelteg, savet diwar ar ger kelt.
Ar c'hwec'h bro geltiek[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Bro | Anv keltiek | Yezh | Pobl | Niver a dud | Niver a yezherien |
![]() |
Alba | Gouezeleg Skos (Gàidhlig) | Skosed | 5m | 92 400 (1,8%) |
![]() |
Éire | Iwerzhoneg (Gaeilge) | Iwerzhoniz | 6m | 355 000- 1,8 milion (5,9%) |
![]() |
Ellan Vannin | Manaveg (Yn Ghaelg) | Manaviz | 70 000 | < 1 700 (< 2,4%) |
![]() |
Cymru | Kembraeg (Cymraeg) | Kembreiz | 3m | > 750 000 (> 25%) |
![]() |
Kernow | Kerneveureg (Kernewek) | Kerneveuriz | 500,000 | 3 500 (0,7%) |
![]() |
Breizh | Brezhoneg | Bretoned | 4m | 206 000 (4,7%) |
Gwelout ivez : Ar Gelted • Ogham • Yezhoù keltiek • Rouantelezhioù brezhon • Enez Vreizh • Galia
Levr[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Toute l'histoire des pays celtiques, Skol Vreizh.