Mont d’an endalc’had

Kaozeal:Broioù keltiek

N’eus ket eus endalc’had ar bajenn e yezhoù all.
Eus Wikipedia
(Adkaset eus Kaozeal:Keltia)

Petra eo se, un naoutur?Bianchi-Bihan 19 Kzu 2006 da 03:15 (UTC)[respont]

Tost eo un naoutur eus ur soñj (Pa grog ar spered da intent traoù pe soñjoù).

  • Komprenet ho peus ar metafizik ?
  • N'em eus ket ! Un naoutur difetis eo evidon. Hag evit ar brederouriezh : n'anavezan tra ebet ouzhpenn naouturioù.

Kreñvoc'h e vez ur meizad eget un naoutur :

  • Gant Platon e vez c'hoariet gant ar meizadoù, abalamour ma oar an holl anezho. Met, gwir eo e teu e skridoù da vezañ diaes da gompren e-barzh.

--MP

Pelec'h, estreget amañ, e kaver ar ger? Bianchi-Bihan 28 Mez 2008 da 02:12 (UTC)[respont]

E Geriadur brezhoneg An Here pe e-barzh Devri da skouer. --Llydawr (kaozeal) 23 Gou 2021 da 07:58 (UTC)[respont]
Re ziwezhat ! Lamet ar ger « naoutur » d'ar 26 a viz Mae 2009...--2A01:CB08:8BB7:F100:C95E:ED91:ADB3:ED03 23 Gou 2021 da 09:41 (UTC)[respont]

NAOUTUR /'nowtyr/ T-Go b. notion – manifeste (naou ad.) : koll an naoutur deus ud (perdre la notion de q.chose), naoutur an traoù (T toute notion), ne'm eus naoutur ebed eus an dra-se ken ! (je n'ai plus aucune notion de cela !), naoutur an traou (T la nature des choses / naturaleza & M.Gl.) : kavet e Geriadur enlinenn F. Favereau.--2A01:CB08:8BB7:F100:C95E:ED91:ADB3:ED03 23 Gou 2021 da 09:54 (UTC)[respont]

Marteze e vefe gwell lakaat "Broioù keltiek" da ditl, evel ma reer en darn vrasañ eus ar Wikipediaoù all ([1]). --Llydawr (kaozeal) 25 Gou 2021 da 09:41 (UTC)[respont]
Poellek 'vefe, hep mar ebet.--2A01:CB08:8BB7:F100:71CC:D356:C7A0:1675 26 Gou 2021 da 16:12 (UTC)[respont]

C'hwec'h bro geltiek ?

[kemmañ ar vammenn]

Eizh zo, gant Asturiez ha Galiza ; kit da welet. --2A01:CB08:890E:C600:9841:A5C:313E:B8BF 30 Kzu 2021 da 11:03 (UTC)[respont]

Petra eo ur vro geltiek ? Unan lec'h ma vez komzet ur yezh keltiek. Neuze n'eo ket ur vro geltiek nag Asturiez, na Galiza, nag Aostralia, nag Aovergn. Domaj eo evit Emvod ar Gelted An Oriant, met e-giz-se 'ma. --Arko (kaozeal) 30 Kzu 2021 da 11:08 (UTC)[respont]
OK, a-boan an hanter eus Breizh zo keltiek neuze. Nemet e kavan boazioù keltiek rak-kristen en Asturiez ha Galiza, ha boazioù keltiek all a zo bet kollet e Breizh, evel an doare d'en em zerc'hel ouzh taol. Kit da welet, pa lavaran... Keltiekoc'h a-galz eget Breizh eo an div vro-se. 2A01:CB08:890E:C600:9841:A5C:313E:B8BF 30 Kzu 2021 da 11:19 (UTC)[respont]
Muioc'h a vrezhonegerien a zo e Naoned eget e Kemper. A-viskoazh eo bet komzet brezhoneg e Breizh-Uhel forzh penaos. Ur vro geltiek eo Breizh a-bezh, sur eo ha n'eo ket marteze. Boazioù keltiek rak-kristen a gaver en Asturiez, Galiza, mat eo, en Aovergn, Italia an Norzh hag Aostria ivez. N'int ket broioù keltiek ken koulskoude. C'hwec'h bro keltiek zo bremañ. E-giz-se emañ an traoù... --Arko (kaozeal) 30 Kzu 2021 da 11:23 (UTC)[respont]