Kornog (kelaouenn)
Kornog a oa ur gelaouenn embannet gant Unvaniez ar Seiz Breur, etre 1928 ha 1930. O vezañ ma voe darempredoù ha mignoniezh etre arzourien ar Seiz Breur ha skrivagnerien Gwalarn e voe embannet ar gelaouenn diwar un emglev gant merourien Gwalarn.
Pal ha stumm ar gelaouenn
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Diwar atiz Reun Kreston, rener anezhi asambles gant Paul Ladmirault, eo bet savet ar gelaouenn arz evit kas an arz breizhek modern war-raok, pe, evel ma lavare ar Seiz Breur o-unan, evit "adkrouiñ hon arz broadel". "Kornog Occident" e oa an titl leun ha "Revue illustrée des arts bretons - Dastumadenn skeudennek arzou Breiz" an istitl.
Endalc’h
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]E-barzh e kaved pennadoù, divyezhek alies[1], diwar-benn arzoù a bep seurt ha keleier eus an arz, e Breizh hag e broioù all.
Enni e kaved koadengravadurioù eus sent Breizh ivez, fardet gant Jeanne Malivel, Reun Kreston, Langleiz, Jorj Robin.
Liamm diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Levrlennadurezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Notennoù ha daveennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ Pennadoù gallek troet e brezhoneg gant Roparz Hemon