Mont d’an endalc’had

Zavier Langleiz

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Langleiz)
Xavier de Langlais
den
Reizh pe jenerpaotr Kemmañ
Bro ar geodedouriezhFrañs Kemmañ
Anv ganedigezhXavier Jules Joseph Marie de Langlais Kemmañ
Anv-bihanXavier Kemmañ
Anv-familhde Langlais Kemmañ
Deiziad ganedigezh27 Ebr 1906 Kemmañ
Lec'h ganedigezhSarzhav Kemmañ
Deiziad ar marv14 Mez 1975 Kemmañ
Lec'h ar marvRoazhon Kemmañ
PriedAnnick Gazet du Chatelier Kemmañ
Yezh vammgalleg Kemmañ
Yezhoù komzet pe skrivetgalleg, brezhoneg Kemmañ
Micherengraverien, livour, skrivagner, barzh Kemmañ
ImplijerSchool of Fine Arts of Rennes Kemmañ
Bet war ar studi eNantes School of Art, Beaux-Arts de Paris Kemmañ
Diellaouet gantLevraoueg Vroadel Kembre Kemmañ
LuskadUnvaniez ar Seiz Breur Kemmañ
Prizioù resevetPrix Breizh, Lange Prize Kemmañ
Oberennoù zo en dastumadMirdi arz hag istor Sant-Brieg, Mirdi Breizh Kemmañ
Statud e wirioù aozerOberennoù dezhe gwirioù aozer Kemmañ
Langleiz

Ul livour e voe Zavier Langleiz (Xavier de Langlais e marilh an ti-kêr) da gentañ penn. Ur skrivagner brezhonek e voe ivez, hag a sine e oberennoù Xavier de Langlais da gentañ ha Langleiz hepmuiket goude se, tra ma sine e levrioù gallek X. de Langlais. Difenner ar feiz ha Breizh e voe war dachenn ar mennozhioù.

Ganet eo Langleiz e Sarzhav d’ar 27 a viz Ebrel 1906 en ur familh a dudjentiled. Mab da Roje Langleiz ha da Varc’harig Huchet du Germeur eo. Unan eus e dad-kuñv a voe Amédée de Francheville[1], livour, skrivagner ha brezhoneger[2]. Dre vreur e dad, Élie, e reas anaoudegezh gant Loeiz Herrieu pa voe krennard hag e voe dedennet gant ar brezhoneg. Edo e familh o chom e Surzur (Kohanno), Gwenvenez-Penfaou (Ar Frigel) hag Argelès-Gazost ha ne c'hellas mont d'ar skol, met kelennerien-ti ha personed a rae war-dro e zeskadurezh.
Da Skol an Arzoù-kaer e Naoned ez eas e-pad daou vloaz pa grogas da labourat gant «Unvaniez ar Seiz Breur» (1924). War un dro e studie gwenedeg o komz gant tud ar vro.
E 1926-27 ez eas da Bariz da studiañ e Skol an Arzoù-kaer ha d'ar Sorbonne e-pad daou vloaz. E Pariz eo e teskas brezhoneg al levrioù hag e tarempredas gant Roparz Hemon. Gant familh Xavier Haas e voe degemeret e Pariz ha diouzh-se e tiwanas ur vignoniezh vras ha ur c'henlabour gant e genvreur.
Deuet da Vreizh endro e 1930 e klask da vezañ tresour-livour a-vicher gant un engouestladur kreñv e luskad ar Seiz Breur. Rener ar gevredigezh-se e voe betek 1953. E 1931 e timezas Langleiz gant Annaig Du Chatelier, e Kohanno, ha pevar bugel a voe dezho : Mikaël, Gaëtan, Tugdual ha Rozenn.
E 1941, pa ne voe ket urzhiet labourioù dezhañ mui ez eas da chom e Roazhon hag e skrivas pennadoù evit ar pemdezieg La Bretagne[3]. Kelenner e voe e Skol an Arzoù-kaer e Roazhon adalek 1948 hag ec'h aozas neuze livadurioù pe boltredoù hag ivez traoù brav-meurbet e pri-poazh. E 1962, e voe priziet gant priz New York evit ul livadur. Mervel a reas e Roazhon d'ar 14 a viz Mezheven 1975.

E dibenn ar bloavezhioù 1950 e tivizas skrivañ pep tra e galleg, ar pezh a reas betek e varv.

Ur Breizhad kristen e oa Langleiz, tost a-walc'h e-keñver mennozhioù ouzh an Emsav kentañ, hini "Feiz ha Breiz". An div vammenn-se o deus awenet e arz,e daolennoù koulz hag e skridoù, en defe dizoloet pe donaet an anaoudegezh anezho pa oa e Kanbo, o welout e oa eno ur yezh ha na oa ket galleg hag oc'h ober anaoudegezh gant ur beleg okitan, an Aotrou Tarrazé, person Argelès, a vo bras e levezon warnañ.

A-du e oa evit unvaniñ ar brezhoneg hag e aozas un emvod evit-se e Ti-kêr Gwened e 1936. Sinet en deus e 1941, gant meur a skrivagner all, evit an doare-skrivañ brezhoneg peurunvan a zo deuet ar reolad ofisiel hiziv. Bep bloaz e vez roet priz lennegel, «Priz Langleiz» d'ul levr e brezhoneg.

Pal an arzour eo klask tizhout ar vraventez, ar gened, tec'hout diouzh ar vilder, pe enebiñ en eil ouzh eben. Ar rebech bet graet dezhañ a-wechoù eo bezañ bet taolennet re vrav ar re vat (e varzhonegoù, «sukr roz» gouez da lod) ha re deñval ar re fall, pa n'eo ket ken eeun an traoù.

Arzoù delvel

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Kinklañ a reas bolzioù ha mogerioù un nebeud ilizoù (Ar Baol, Plañvour, Kerricharzh-an-Arvor, Sarzhav).
Ur mestr war an engraverezh-koad e voe ha meur a levr a voe skeudennet gantañ, e re da gentañ.

  • Kanou en noz (sinet Xavier de Langlais), embannet e 1932 gant Gwalarn hag adembannet e 1943 gant Skridoù Breizh.
  • An diou zremm (sinet Xavier de Langlais), embannet e 1933 gant Gwalarn hag adembannet e 1944 gant C'hoariva Breizh.
  • Ene al linennoù (sinet Langleiz), embannet e 1942 e Brest gant Skridoù Breizh. (ISBN 978-2-86863-161-9)
  • Enez ar Rod (sinet Langleiz), embannet e 1944 gant Skrid ha skeudenn, adembannet e 1949 gant Balb hag e 2007 gant Mouladurioù Hor Yezh.
  • Tristan hag Izold (sinet Langleiz), embannet e 1958 hag adembannet e 1972 gant Al Liamm (troet diwar ar galleg). Troet eo bet e galleg gant Andrev Roparz e 1994.
  • La technique de la peinture à l'huile (sinet Xavier de Langlais) (Van Eyck), embannet e 1959 gant Flammarion hag adembannet e 1973 gant un ouzhpennadur : Supplément sur la peinture acrylique. Troidigezh e japaneg gant Mitsuhiko Kuoré, embannet gant Bijtusu Shuppau Sha (Tokyo).
  • Le roman du Roi Arthur - Merlin (sinet Xavier de Langlais), P. Piazza, 1965.
  • Le roman du Roi Arthur - Lancelot (sinet Xavier de Langlais), P. Piazza, 1967.
  • Le roman du Roi Arthur - Perceval (sinet Xavier de Langlais), P. Piazza, 1969.
  • Le roman du Roi Arthur - La Quête du Graal (sinet Xavier de Langlais), P. Piazza, 1971.
  • Le roman du Roi Arthur - La Fin des temps aventureux (sinet Xavier de Langlais), P. Piazza, 1971.

Troidigezhioù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Xavier de Langlais, L'Ile-sous-cloche, Naoned, Aux portes du large, 1946. Adembannet e 1965 gant Denoël.
  • Xavier de Langlais, Romant ar roue Arzhur - Marzhin, Al Liamm, 1965.
  • Al livouriezh relijiel e Breizh en amzer dremenet
  • Er houfr
  • Er uir iaouankiz
  • Diskouezadeg veur
  • Koroll ar maro hag ar vuhez
  • Mision Folklorik

Pennadoù kazetennerezh

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Pennadoù kazetennerezh a zeuas dindan e bluenn ivez, er pemdezieg La Bretagne etre 1941 ha 1944. Dindan dalbenn « Ar seizh avel » (ur pennad e brezhoneg pemdeziek) e teuas er-maez, gantañ peurvuiañ, met gant skrivagnerien all evel : Abeozen, ar Berr, Aodig, Arzel Even, Erwan Tranvouez, Loeiz Herrieu, an aotrou Yann-Vari Perrot,...).

Levrlennadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Raoul, Lukian, Geriadur ar skrivagnerien hag ar yezhourien vrezhonek, Al Liamm, 1991. Pennad : Langlais, Xavier de.
  • Tugdual de Langlais, Xavier de Langlais : Langleiz, 1906-1975. E-barzh Le patrimoine breton, niv. 3, Été 2021, p. 54-55.

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Notennoù ha daveennoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. Maer Sarzhav e voe. Breur da Jules de Francheville a yeas da Vro-Gembre gant Kervarker e 1838.
  2. Meneget gant Tugdual de Langlais e pennad e-barzh Le patrimoine breton, niv. 3.
  3. Meneget gant Tugdual de Langlais e pennad e-barzh Le patrimoine breton, niv. 3.