Mont d’an endalc’had

An div zremm

Eus Wikipedia

An diou zremm zo titl ur pezh-c'hoari berr (un arvest ha dek diviz) gant Langleiz bet embannet en niverenn 54 eus ar gelaouenn Gwalarn e miz Mae 1933.

Adanvet An div zremm ez eo perzh ivez eus C'hoariva brezhonek, ul levr a gant c'hwec'h pajennad ha daou-ugent m'e gaver gant peder oberenn all : E-tal ar poull gant Yann-Vari Perrot, An dakenn dour gant Jarl Priel, Fostus an doktor daonet gant Roparz Hemon ha Torfed ar frer Juniper gant Henri Ghéon (troet e brezhoneg gant Jakez Riou). Embannet e oa bet an dastumad-mañ gant Skridoù Breizh e penn kentañ 1944.

Ar pezh-c'hoari

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Tud ar c'hoari zo :

  • Malo Drean,
  • Anna Drean, e vamm,
  • Rozen Pavek, danvez-pried Malo,
  • Maria, un amezegez.

Ne vez ket lavaret pelec'h resis ha pegoulz e c'hoarvez ar pezh-c'hoari, nemet e splann heol an nevezamzer e-maez ar vereuri e-lec'h ma krog an traoù. War yac'haat ez a Malo Drean goude ma oa bet gloazet e tan-gwall Kerbosen, hag eñ losket e zremm. Daoust ha karout anezhañ a c'hallo Rozen Pavek c'hoazh ? Ar pezh ne oar ket Malo eo krignet skevent e garedig gant ur gwall gleñved...