An dakenn dour

Eus Wikipedia

An Dakenn dour a zo ur pezh-c'hoari berr, savet gant Jarl Priel diwar goulenn ar broadelour Frañsez Even[1] (1877-1959, Karevro e anv-barzh) a oa noter diouzh e vicher e Landreger d'an ampoent.
Nav diviz a ya d'ober an arvest nemetañ.

Embannet e voe en niverenn 25 eus ar gelaouenn SAV en diskar-amzer 1942 goude m'en devoe ar rener anezhi arvestet outañ e miz Eost e kêr-benn istorel Bro-Dreger. Daou bezhig-c'hoari all savet gant Jarl Priel – Ar Baleer-Bro hag Ar Vatez vihan – a oa bet embannet er memes kelaouenn e 1943.

Istor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Abaoe miz Meurzh 1938 e oa distroet Jarl Priel hag e diegezh eus Antibes da Briel e-lec'h ma kasas da benn e gentañ pezh-c'hoari skrivet e brezhoneg. C'hoariet e oa bet evit ar wech kentañ gant e strollad aktourien amatour eus Priel d'an 2 a viz Mae 1942 ha, da c'houde, da-geñver gouelioù ar Bleun-Brug bet dalc'het e Landreger d'an 30 a viz Eost 1942. Un teirvet abadenn a voe dalc'het d'an 11 a viz Here 1942 da-geñver ar gouel bet kaset da-benn e Roazhon en enor da Régis-Marie-Joseph de l'Estourbeillon de la Garnache.

Skignet e voe ivez war gwagennoù Radio Roazon-Breiz d'ar 17 a viz Here 1942, pedet ma voe an oberour hag e ziv aktourez amatour prielat (Mari Rannou hag Odetta ar C'hozh) d'hen ober gant Roparz Hemon e-unan.

Perzh eo an oberenn-mañ eus C'hoariva brezhonek ivez, ul levr a gant c'hwec'h pajennad ha daou-ugent m'he c'haver gant peder all : An div zremm gant Langleiz, E-tal ar poull gant Yann-Vari Perrot, Fostus an doktor daonet gant Roparz Hemon ha Torfed ar frer Juniper gant Henri Ghéon (troet e brezhoneg gant Jakez Riou). Embannet e oa bet an dastumad-mañ gant Skridoù Breizh e penn kentañ 1944.

Ar pezh-c'hoari[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Tud ar c'hoari zo :

  • Gwilho, pesketaer anezhañ ha douget-mat da rimiañ e vilginoù ouzh taolioù-kont tavarnioù ar bourk gant e vignoned (bet c'hoariet roll Gwilho gant Jarl Priel e-unan en abadenn gentañ),
  • Kato, e wreg hag hi arru tremen skuizh gant ur gwaz ha ne oar nemet lakaat e zaouilin ouzh taol an ti hag e zivesker dindani (bet deroet roll Kato d'ar Brieladez Mai Broudig en abadenn gentañ),
  • Ur glaskerez-vara hag a vo gouest da gas peoc'h en-dro en tiegezh war-bouez un dakenn dour pe vuioc'h... (c'hoariet gant ar Brieladez Odett ar C'hozh en abadenn gentañ).

C'hoarvezout a ra ar pezh-c'hoari en e bezh e-barzh ti ar c'houblad, goude merenn, d'an hañv. Gwech ebet ne vez meneget ent resis anv ar barrez e-lec'h m'emaint o chom nemet emañ damdost da Landreger. Padal, e dibenn an DIVIZ VII e vez dibunet gant AR BAOUREZ : ... An dour-mañ n'eo ket sorset... Dont a ra eus ar c'hra gozh, diouzh feunteun Soez Prigent[2]... a c'haller tostaat ouzh an daou vomm da-heul, tennet eus Va Zammig Buhez [...], met daoust da se n'on ket bet savet er vourc'h, met er c'hrav gozh war un tamm tosenn, Krec'h Eliez, [...]. ha [...] : « Emaon o vont, emezo, d'ober un tamm tro davete feunteun Soaz Sapeur ». Hep mar ebet e vez kaoz eus Priel amañ.

Notennoù ha daveennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. Gantañ eo e voe reizhet kentañ skridoù an deskard Jarl Priel war ar yezh... skrivet ; Amañ hag Ahont, Jarl Priel, Al Liamm, 1957, pajenn 273.
  2. Soaz Prijent a oa anv e vamm-gozh kent na zimezas-hi, evel bet displeget gant Priel e-barzh Va Zammig Buhez.