Jarl Priel

Eus Wikipedia
Jarl Priel
Jarl Priel
Jarl Priel e Priel e 1960
Anv ofisiel Charles Joseph Marie Trémel
Anv pluenn Jarl Priel
Obererezh Skrivagner, dramaour, kelenner war ar galleg, milour gall
Ganedigezh 23 a viz Ebrel 1885
Priel, Breizh
Marv 19 a viz Eost 1965
Marselha, Bro-C'hall
Yezh skrivañ Brezhoneg, galleg
Oberennoù pennañ
Ar spontailhVa zammig buhezVa buhez e Rusia Amañ hag ahontAn teirgwern Pembroke

Anavezet eo Charles Tremel dindan an anv-pluenn Jarl Priel (distaget [pri'ɛl]), diwar anv parrez Priel, ma oa ganet, tostik-tost ouzh Landreger. Ganet e oa e 1885, e Priel eta ; mont a reas da Anaon d'an 19 a viz Eost 1965, e Marselha.

E vuhez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Yaouankiz[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ganet eo bet Charles Tremel e Priel d'an 23 a viz Ebrel 1885. Mab e oa da Erwan-Vari Dremel ha da Ann-Mari an Aubin hag a oa o terc'hel ostaleri ha ti-butun e Priel. Ober a reas e studi e kloerdi bihan Landreger e-lec'h ma kasas ur strollad c'hoariva en-dro. Skrivañ a reas meur a bezhig evitañ. Goude bezañ tapet e ziv vachelouriezh, ez eas da Vrest ma sonas e-barzh laz-seniñ ar morlu e-pad pemp bloaz. Er gêr-se e kejas gant Jeanne-Marie Brenchereau, ur C'hallez ganet e 1881 e Rochefort-sur-Mer (Charente-Inférieure)[1], kelennerez war ar galleg, a oa o labourat e Bro-Rusia. Echu gantañ e amzer vartolod ez eas d'he bete da vMoskov e-lec'h ma timezjont e 1911 en iliz Sant-Loeiz-ar-C'hallaoued, d'an 23 a viz Ebrel.

Eus Rusia da Bolonia[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Galleg a gelennas Charles Tremel, evel e wreg, e Borovitchi, e-pad tri bloaz met, pa savas ar brezel er bloaz 1914, e rankas distreiñ da Vro-C'hall da vont d'ar brezel. Pa'z erruas an teir brigadenn rusian e Bro-C'hall e voe dibabet da jubennour en o zouez. Koulskoude pa grogas an Dispac'h e Rusia er bloaz 1917, e nac'has ar Rusianed kenderc'hel da vrezeliañ e Bro-C'hall. Kaset e voent eta da Vro-Aljeria ha Tremel ganto. Chom a reas er vro-se e-pad pemp bloaz ha da c'houde e voe galvet da jubennour e Polonia e-lec'h ma chomas pemp bloaz c'hoazh. Labourat a reas evit an eil burev eno e-pad ar brezel a-enep an URSS.

E resped e galleg[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E Warszawa eo e skrivas e galleg e bezh-c'hoari, Les risques de la vertu. Kas a reas anezhañ da Charles Dullin ha c'hoariet e voe diouzhtu e c'hoarilec'h an « Atelier » e 1923.

Er bloaz 1928 e tistroas da Bariz hag eno e kendalc'has e-pad ur pennad da vezañ jubenner e Ministrerezh ar Brezel. Aet skuizh avat o vezañ chomet keit-all dindan ar gouarnamant, e roas e zilez hag e teuas da vezañ neuze seketour e geneil Charles Dullin. En « Atelier » e reas anaoudegezh gant c'hoarierien ha skrivagnerien hollvrudet evel Louis Jouvet, Baty, Copeau, Sacha Pitoeff, Armand Salacrou, Marcel Achard, Jules Romain, ha Michel Simon. E keit-se e skrivas, e galleg, daou romant : Le trois-mâts errant ha Sous la faucille et le marteau hag ivez meur a zanevell evit kelaouennoù evel Le Mercure de France, Les oeuvres libres, Candide, Gringoire pe Les Marges.

Meulet e voe e romant enepbolchevik Sous la faucille et le marteau gant ar gazetenn c'hall L'Action Française[2].

Skoet gant ar boan-avu e 1935 e rankas mont kuit eus Pariz ha klask repu en Antibes da gentañ ha, goude-se, e Priel, e barrez c'henidik.

An distro d'e yezh c'henidik[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E-pad ar brezel-bed diwezhañ, e 1942, e krogas da skrivañ e yezh e gavell. E oberenn gentañ a voe An dakenn dour, ur pezhig en ur arvest, displeget da-geñver gouelioù Bleun-Brug Landreger, e miz Eost 1942, gant Jarl Priel e penn ur strollad c'hoarierien savet ha renet gantañ. Ur mestr war ar c'hoariva a voe Jarl Priel. Meur a bezh berr a savas goude-se, da skouer Ar vatezh vihan, Kleñved an Togn. Pelloc'h e skrivas pezhiou-c'hoari hiroc'h evel Ar spontailh pe Kazh ha Logodenn, tri arvest enno o-daou... ha kalz a re all. Arabat ankounac'haat roll Salaun ar Foll c'hoariet gantañ, er bloaz 1953, e film Herri Kaouisin : Le mystère du Folgoët, o tiskouez evel-se un tu all eus e zonezonoù. Er bloavezhioù diwezhañ, tremenet e Priel, e skrivas e eñvorennoù diwar goulenn Ronan Huon ha Pêr Denez, renerien Al Liamm. Tri levr a zeuas er-maez, eus 1954 da 1957, o tisplegañ gant kalz a fentigellerezh tregeriat, buhez virvidik an oberour.

E 1951 e teuas da vezañ drouiz[3].

Mervel a reas e wreg e 1956. Ne c'hellas ket ar skrivagner kozh chom e-unan en e di e Krec'h Eliez e Priel rak war wanaat ez ae e yec'hed. E 1963 ez eas da vMarselha da vevañ da di e verc'h Anna hag eno e varvas daou vloaz goude.

Ur blakenn-eñvor a voe staget ouzh ti-kêr Priel, e 1985, da-geñver ugentvet deiz-ha-bloaz marv bugel ar c'horn-bro ha kantvet deiz-ha-bloaz e c'hanedigezh.

Oberennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E galleg[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Les risques de la vertu, 1923 (pezh-c'hoari)
  • Les arts et la musique en Russie soviétique, e Les Marges - tome XXIX, N° 117 - 21e année. Paris, Librairie de France, 15 mars 1924
  • L'affaire Bombille, e Les Œuvres libres N° 66. Paris, Arthème Fayard, octobre 1926
  • Cincinnatus au Pays des Soviets, e Les Œuvres libres N° 74. Paris, Arthème Fayard, juin 1927
  • Barbe-Rouge, e Les Œuvres libres N° 133. Paris, Arthème Fayard, juillet 1932
  • Le trois-mâts errant. Paris, Les Éditions des Portiques, 1931. 252 pajenn
  • Sous la faucille et le marteau. Paris, Arthème Fayard, 1928. 251 pajenn. (adembannadur eus Cincinnatus au Pays des Soviets)[4]
  • Tarass Boulba, Nikolai Gogol. Paris, à l'enseigne du pot cassé, 1927. In-8, 211 pajenn. Skeudennoù gant Alexandra Potozky-Stchekotikhina. Tennadenn niverennet war Chesterfield
  • Veillées d'Ukraine, Nikolai Gogol. Paris, à l'enseigne du pot cassé, 1928. 2 levrenn in-12, 219-216 pajenn. Skeudennoù gant Henry Chapron. Tennadenn niverennet war Chesterfield
  • Tarass Boulba, Nikolai Gogol. Paris, Éditions de La Pléiade, 1931. 29 dour-kreñv e liv gant A. Grinevsky, 12 anezho er-maez eus an testenn. Tennadenn a 100 skouerenn
  • Epîtres des hommes obscurs (troet diwar Epistolae obscurorum virorum), Ulrich von Hutten, Pariz, à l'enseigne du Pot Cassé, 1933[5]
  • Livre des colloques, Érasme. Paris, à l'enseigne du pot cassé, 1934-1936. 4 levrenn (rannoù 2 da 5 eus Œuvres d'Érasme de Rotterdam) in-8 bihan, 286-286-252-254 pajenn. Skeudennoù gant Albert Puyplat ha A.-F. Cosÿns. Tennadenn a 3 000 skouerenn war Bornéo
  • Veillées d'Ukraine, Nikolai Gogol, nouvelle édition. Paris, Éditions Émile-Paul Frères, 1936. In-8, 201 pajenn
  • La foire de Sorochiniets, Nikolai Gogol. Paris, Éditions Galatea, 1945. In-4, 80 pajenn, e follennoù dindan goloenn adpleget, golo ha bouest. 13 dour-kreñv orin gant Véra, 11 anezho pajenn leun. Tennadenn a 300 skouerenn niverennet
  • Vie d'Érasme, e L'éloge de la folie. Paris, à l'enseigne du pot cassé, 1946
  • Mirgorod Tarass Boulba, Nikolai Gogol, traduction de Charles Tremel. Paris, Éditions du Chêne, 1947. 220 pajenn
  • Éternels compagnons de route. Lermontov, Dostoievski, Gontcharov, Maïkov, Tioutchev, Pouchkine, Dimitri Merejkowski. Troet gant Jarl Priel ha Maurice Prozor. Paris, Albin Michel, 1949. In-8, 330 pajenn
  • Tarass Boulba, Nikolai Gogol. Paris, Éditions G.P., 1957. 254 pajenn. War dro 60 skeudenn e du pe e liv
  • Invitation au supplice, Vladimir Nabokov. Paris, Gallimard, 1960. In-8, 267 pajenn. Tennadenn-beg (66 skouerenn niverennet war leuegen neud-rik Lafuma-Navarre)
  • Lolita, Vladimir Nabokov, troet gantañ

E brezhoneg[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Levrioù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Pennadoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

    • C'hoariva
  • An Dakenn dour. SAV, niverenn 25, Diskar-Amzer 1942.
  • Ar Baleer-Bro. SAV, niverenn 26, Goañv 1943.
  • Ar Vatez vihan. SAV, niverenn 29, Diskar-amzer 1943.
  • An dakenn dour e C'hoariva brezhonek - Pemp pezh-c'hoari berr. Brest, Skridoù Breizh, kentañ trimiziad 1944. In-12, 146 pajenn
  • Tri devezhour evit an eost (arvest kentañ). Al Liamm, 16/35, Gwengolo-Here 1949.
  • Tri devezhour evit an eost (eil arvest). Al Liamm, 17/19, Du-Kerzu 1949.
  • Paotr e Varv Ruz. Al Liamm, 19/24, Meurzh-Ebrel 1950.
  • En-dro da Vari-Sent.... Al Liamm, 23/21, Du-Kerzu 1950.
  • Ar spontailh - PEZH-C'HOARI E TRI ARVEST gant teir skeudenn. Al Liamm - Tir na n-og, trede trimiziad 1950. In-8, 167 pajenn. Tennadenn a 300 skouerenn war baper leuegen Alfa.
  • Gwener ar Groaz. Al Liamm, 25/33, Meurzh-Ebrel 1951.
  • Kleñved an Togn. Al Liamm, 30/29, Genver-C'hwevrer 1952.
  • Erin Go Bragh. Al Liamm, 70/336, Gwengolo-Here 1958.
  • ??? diwar ar pezh-c'hoari Shall We Join the Ladies? gant J. M. Barrie troet diwar ar saozneg gant Jarl Priel. Al Liamm, 72/34, Genver-C'hwevrer 1959.
  • Gouel Sant Jakez. Al Liamm, 83/364, Du-Kerzu 1960.
  • Kazh ha Logodenn. Al Liamm, 90/29, Genver-C'hwevrer 1962.
  • Kazh ha Logodenn. Al Liamm, 91/116, Meurzh-Ebrel 1962.
  • Kazh ha Logodenn. Al Liamm, 92/196, Mae-Mezheven 1962.
  • Nag a Wad. Al Liamm, 112/301, Gwengolo-Here 1965.
    • Danevelloù
  • Al lestr «Pembroke». Al Liamm 35/19 Du-Kerzu 1952 Genver-C'hwevrer 1954
  • Ar c'hi Nikolaz Nikitin & Jarl Priel. Al Liamm 42/7 Genver-C'hwevrer 1954
  • Va Zammig Buhez", Al Liamm 44/70e Mae-Mezheven 1954
  • Sachka ar bugel naoniek", Vasili Ivanovski & *Jarl Priel, Al Liamm 49/22 Meurzh-Ebrel 1955
  • Va Buhez e Rusia. Al Liamm, 1955
  • Miss Redfern". Al Liamm 58/13 Gwengolo-Here 1956
  • Israel" Léon Luntz & Jarl Priel, Al Liamm 65/26 Du-Kerzu 1957
  • Amañ hag Ahont. Al Liamm, 1957
  • An Intañv. Al Liamm 67/91 Meurzh-Ebrel 1958 Gouere-Eost 1958
  • Olga. Al Liamm 69/257 Gouere-Eost 1958
  • Bran ar mezeg. Al Liamm 77/398 Du-Kerzu 1959
  • AN TEIRGWERN PEMBROKE. Al Liamm, 1959
  • Ar vorverc'h. Al Liamm 79/72 Meurzh-Ebrel 1960
  • Ar maltouter skosat. Al Liamm 86/150 Mae-Mezheven 1961
  • Vasili. Al Liamm 99/261 Gouere-Eost 1963
  • An eil Sul goude ar Pantekost. Al Liamm 103/101 Meurzh-Ebrel 1964
  • Va zammig buhez. Al Liamm, 1975. In-12, 193 pajenn
    • Traoù all
  • "Piv eo I. Babel ?" (Studi), Al Liamm 46/23 Gwengolo-Here 1954
  • "Lizheroù Jarl Priel da Ronan Huon", Al Liamm 339/3 Eost 2003
  • "Ul lizher da Ronan Huon (lizher dornskrivet)", Al Liamm 339/47 Eost 2003
  • "Prezegenn aozet evit Kamp ar Vrezhonegerien", Al Liamm 339/49 Eost 2003
  • "Er c'hoariva l'Atelier" (Prezegenn), gant Charles Dullin, Al Liamm 339/71 Eost 2003

Levrlennadur[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Geriadur ar skrivagnerien hag ar yezhourien, Lukian Raoul, Al Liamm 1992.

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. Skol Vreiz niv. 44, 1976, p. 19
  2. L'Action Française - N°141 - Dimanche 20 Mai 1928, p. 5f.
  3. Bulletin d'Informations Plouguiellois, Numéro spécial, Mae 1985, p. 19
  4. Bulletin d'Informations Plouguiellois, Numéro spécial, Mae 1985, p. 24
  5. Adembannet e 1997 gant Ressouvenances