Va Zammig Buhez

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Pajenn gentañ golo al levr
bet adembannet e 1975.

Va Zammig Buhez zo titl ul levr bet embannet gant Al Liamm e 1954 (hag adembannet e 1975).

Kant trizek pajenn ha pevar-ugent a ya d'ober an oberenn-se a zo rannet etre c'hwec'h lodenn ; ul listenn GERIOU TREGERIAT RIK (eus ALANIG KOF-RUZ da dTURLUTAT) a gloz anezhañ.

Kentañ levrenn eñvorennoù Jarl Priel (1885-1965) an hini eo, broudet ma oa bet ar skrivagner tregeriat d'o skrivañ gant renerien Al Liamm, Pêr Denez ha Ronan Huon d'an ampoent. Kroget e-barzh e Krec'h Eliez, d'an 18 a viz Ebrel 1954, en devoa peurechuet an oberenn-mañ d'an 10 a viz Here 1954.

Adalek an 23 a viz Ebrel 1885, an deiziad ma oa bet ganet Charles Tremel e Priel, betek an 22 a viz C'hwevrer 1911 e kont d'e lennerien al lodenn gentañ eus e vuhez, hag eñ war e studi e kloerdi bihan Landreger a-raok mont da vartolod e bourzh listri-brezel ar morlu gall.

An div levrenn all – Va Buhez e Rusia hag Amañ hag Ahont – a oa bet embannet e 1955 ha 1957.

Yezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E-kichen ar gerioù tregeriek e kaver leonekadurioù pe degaset gant an embanner pe dibabet gant ar skrivagner e-unan, an hini heverkañ o vezañ implij va e-lec'h ma, evel e titl al levr.