Priel
Priel | ||
---|---|---|
Porzh ar Roc'h-Velen e genoù ar Yeodi. | ||
Anv gallek (ofisiel) | Plouguiel | |
Bro istorel | Bro-Dreger | |
Melestradurezh | ||
Departamant | Aodoù-an-Arvor | |
Arondisamant | Lannuon | |
Kanton | Landreger | |
Kod kumun | 22221 | |
Kod post | 22220 | |
Maer Amzer gefridi | Jean-Yves Nédélec 2014-2020 | |
Etrekumuniezh | Lannuon-Treger Kumuniezh | |
Bro velestradurel | Bro Treger-Goueloù | |
Lec'hienn web | Ti-kêr | |
Poblañsouriezh | ||
Poblañs | 1 744 ann. (2020)[1] | |
Stankter | 91 ann./km² | |
Douaroniezh | ||
Daveennoù lec'hiañ | ||
Uhelderioù | bihanañ 0 m — brasañ 67 m | |
Gorread | 19,07 km² | |
kemmañ ![]() |
Priel (distaget [pri'ɛl] er vro, [plø'jɛl] pelloc'h) zo ur gumun eus Breizh e kanton Landreger, e departamant Aodoù-an-Arvor, war lez kleiz aber stêr Landreger.
Douaroniezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Bevennet eo Priel gant an dour : ur mor (hini Breizh) ha div stêr (ar Gindi ha genoù ar Yeodi (rinier Landreger).
- Gwelout ivez : ar Roc'h Velen.
Ar Vinic'hi, Kamlez, Landreger, Perwenan ha Plougouskant eo ar c'humunioù amezek.
Anv[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
"Ploeguyel" c. 1160 (Dom Morice); "Ploeguiel", 1253 ha c. 1330 (Eskoptioù Breizh) ; "Plogul", "Ploeguier", "Ployguiel", "Pluiguyel", "Ploeguielle", Plueyguiel", "Pluoyguiel", "Pluyguiuel", 1330 (prosez santelezhadur sant Erwan); "de Plebello ?", 1371 (Dom Morice); "Ploeguiell" 1420 (Yann V); "Ploeguiel", 1426, "Ploueguiel" 1516, (diellevr Redon); "Ploueguel", 1592 (Eskoptioù Breizh); "Plonguel", 1630 (Ao. Hardy)[2]
Dont a ra eus an anv kozh Plougiel (alese an anv ofisiel gallek), deuet eus an anv Kiel, skrivet Chielus en ur Vita eus 884 gant un diskibl da Baol Aorelian[3].
Ardamezioù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
N'ez eus ket evit ar poent
Istor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
XXvet kantved[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Brezel-bed kentañ[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- E-pad ar Brezel Bras e oa bet degemeret e Priel, e-tal kaeoù Landreger, unan eus kentañ bonioù dournijerezioù. E 2004 e oa bet savet ur monumant koun war lec'hienn ar Roc'h Du.
- 96 gwaz a gollas o buhez abalamour d'ar brezel hervez monumant ar re varv, d.le. 4,37 % ag ar boblañs hervez an niveradeg bet graet e 1911[4].
Eil Brezel-bed[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Mervel a reas 31 den eus ar gumun abalamour d'ar brezel[4].
Trevadennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Brezel Indez-Sina: pemp soudard a varvas.
- Brezel Aljeria: ur soudard a varvas e 1962 .
Monumantoù ha traoù heverk[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Iliz Itron Varia[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Kastell Keralio[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
XVvet kantved, a c'haller gweladenniñ an diavaez anezhañ adalek miz Gouere betek miz Gwengolo
Chapel Itron-Varia ar C'heloù Mat[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Liorzhoù ar plant arallvro e Maner Kestellig[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Treuzell Sant-Frañsez (dreist ar Gindi)[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Karrbont Kerdeozer[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- war linenn hent-houarn gozh Landreger-Lannuon (1906-1949), bet savet gant Louis Harel de la Noë
Dourbont ar Gindi[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
bet savet adalek 1610 betek 1623
Porzh ar Roc'h Velen.[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Emdroadur ar boblañs abaoe 1962[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Niver a annezidi

Melestradurezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Mare | Anv | Strollad | Karg | |
---|---|---|---|---|
miz Ebrel 2014 | bremañ | Jean-Yves Nédélec | ||
miz Meurzh 2008 | Ebrel 2014 | Rolande Clochet | ||
1995 | miz Meurzh 2008 | Michel Bataille | ||
-- | 1995 | François Gégou | PCF | |
N'eo ket anavezet c'hoazh an holl fedoù. |
Tud brudet[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Mabik Rémond (1835-1905) a oa ur skarzher-siminal ha livour kantreat e Sant-Erwan,
- Alexander Calder (1898-1976) a oa ur c'hizeller hag ul livour amerikan hag a chomas e Breizh ingal, adalek 1931. Prenañ a reas ti ar Palud, er Roc'h Velen, e Priel, e 1957,
- Yann Sohier (1901-1935), skolaer ha diazezer ar gelaouenn Ar Falz (1932), a oa chomet eno ; tad Mona Sohier an hini eo, gwall anavezet evel Mona Ozouf.
Tud bet ganet eno[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Charles Trémel, Jarl Priel e anv-pluenn, skrivagner brezhonek ; anavezet mat eo abalamour d'e oberenn veur, da lâret eo teir levrenn: Va Zammig Buhez, Va Buhez e Rusia hag Amañ hag ahont - e eñvorennoù, 23 a viz Ebrel 1885.
Tud bet marvet eno[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Jean-François-Marie Le Guen, Yann ar Gwenn pe "Dall-ar-Gwenn", ar gwerzour dall, 29 a viz Kerzu 1849.
Ardamezeg ar familhoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
![]() |
Arel,
aotrounez Lesguiel |
Palefarzhet etre argant ha glazur |
![]() |
Artur, aotrounez Keralio | En glazur e greskenn en argant, heuliet gant teir rodig-kentr ivez en argant |
Gevelliñ[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Castèthnau de Manhoac (Okitania) abaoe 1999
Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Levrlennadur[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Pol Potier de Courcy : Nobiliaire et armorial de Bretagne. Adembannadur Editions des Régionalismes. Cressé. 2011/2014
Daveoù ha notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- ↑ Roadennoù ofisiel e lec'hienn an EBSSA
- ↑ Erwan Vallerie : Diazezoù studi istorel an anvioù-parrez. Corpus. An Here. 1995
- ↑ Bernard Tanguy : Dictionnaire des noms de communes, trèves et paroisses des Côtes d'Armor. Origine et signification. ArMen - Le Chasse-Marée. 1992
- ↑ 4,0 ha4,1 Monumant ar re varv - Memorial Genweb