Mona Ozouf

Eus Wikipedia

Mona Ozouf, bet ganet Mona Sohier d'ar 24 a viz C'hwevrer 1931 e Lanniliz[1], zo un istorourez c'hall, a orin breizhat.

Yaouankiz[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Merc'h nemeti Yann Sohier hag Anne Le Den eo. He studioù he deus graet e Plouha hag e Sant-Brieg a-raok mont da Bariz.

Dimezet eo d'an istorour Jacques Ozouf.

Dilezel a reas ar brederouriezh evit treiñ war-zu an Istor ha studiañ an Dispac'h Gall dreist-holl. A-raok mont war he leve e oa deuet ivez da vout unan eus pennkazetennerien an Nouvel Observateur.

Istorourez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Meur a levr he deus skrivet gant an istorour François Furet ha gant he gwaz, Jacques Ozouf.

Eñvorennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Brudet eo bet e 2009 gant e levr Composition française ma kont he bugaleaj e Plouha, ha ma kas an dorzh d'ar gêr d'ar jakobined gant he sell ouzh an Dispac'h Gall. [1]

Emouestladur[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E 2003, ez eo unan eus an dud o deus sinet ar skrid-goulenn : « Gant Washington ha Londrez, evit skoazellañ ar bobl irakat» a skoazelle ar c'hengevreadur saoz hag amerikan en e argad a-enep Saddam Hussein. Ur skrid-goulenn he deus savet, Liberté pour l'histoire[2].

Oberennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Daveoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. Hervez ar pezh a lavar hi he-unan er film Les identités de Mona Ozouf, Paris-Breset Productions, 2021
  2. Er c'huzul-merañ eus ar gevredigezh gant ar memes anv eo