Henry James

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Henry James e 1910

Henry James (15 Ebrel 1843 – 28 C'hwevrer 1916) a oa ur skrivagner stadunanat, marvet e Bro-Saoz. Ur skrivagner a bouez e voe e dibenn an XIXvet kantved ha sellet a reer outañ evel unan eus ar romantourien saoznek vrasañ. Breur e oa d'ar prederour ha psikologour William James ha d'ar skrivagnerez Alice James.

Anavezet eo dreist-holl abalamour d'un toullad romantoù ma teskriv an darempredoù etre Stadunaniz hag Europiz hag o darempred gant ar galloud er gevredigezh. E-touez ar romantoù-se emañ The Portrait of a Lady, The Ambassadors pe The Wings of the Dove. En e levrioù skrivet diwezhatoc'h e klaskas muioc'h-mui ober gant doareoù-skrivañ nevez. Deskrivañ a rae stad spered an tudennoù hag o emdroadur, evel ma ne veze ket graet kalz gant ar skrivagnerien saoznek betek e vare. Abalamour da se eo bet keñveriet e skridoù gant taolennoù an "Impresionourien".

Ouzhpenn romantoù e voe embannet gant Henry James ivez danevelloù, pennadoù ha levrioù skridvarnerezh, levrioù beaj, pezhioù-c'hoari, arnodskridoù... Daoust ma oa bet ganet er Stadoù Unanet ez eas da chom da Europa, betek ober e annez e Bro-Saoz ha dont da vezañ Breizhveurad e 1915, bloaz a-raok e varv. Kinniget e voe e anv meur a wech da gaout ar Priz Nobel evit al Lennegezh, e 1911, 1912 ha 1916.[1]

Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]


Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]


Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.