Lanniliz
Lanniliz | ||
---|---|---|
![]() Kastell Kerouarz. | ||
![]() | ||
Anv gallek (ofisiel) | Lannilis | |
Bro istorel | Bro-Leon | |
Melestradurezh | ||
Departamant | Penn-ar-Bed | |
Arondisamant | Brest | |
Kanton | Lanniliz (betek 2015) Plabenneg (abaoe 2015) |
|
Kod kumun | 29117 | |
Kod post | 29870 | |
Maer Amzer gefridi | Jean-François Tréguer 2020-2026 | |
Etrekumuniezh | KK Plabenneg hag an Aberioù | |
Bro velestradurel | Bro Brest | |
Lec'hienn web | Ti-kêr | |
Poblañsouriezh | ||
Poblañs | 5 694 ann. (2020)[1] | |
Stankter | 242 ann./km² | |
Douaroniezh | ||
Daveennoù lec'hiañ | ||
Uhelderioù | bihanañ 0 m — brasañ 58 m | |
Gorread | 23,52 km² | |
kemmañ ![]() |
Lanniliz (distaget [lãˈniː.lis]) a zo ur gumun eus Bro-Leon e departamant Penn-ar-Bed, e gwalarn Breizh. Penn kanton e oa betek 2015.
Douaroniezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
War aod Mor Breizh emañ Lanniliz, etre daou aber: an Aber Benniged er mervent hag an Aber-Ac'h er biz.
Anv[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Ardamezioù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
en glazur, e deir mailhenn en aour
Istor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Dispac'h Gall[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Dekred eus ar 26 a viz Du 1790 war al le ret: e penn-kentañ 1791 e voe nac'het al le ouzh ar Roue, ar vro hag al lezennoù gant ar person, Joseph Le Duc e anv, ha daou gure, Jacques-Marie Floc'h hag Yves Bergot[2].
XXvet kantved[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Eil brezel-bed[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Un nijerez alaman Junkers Ju 88 A-1 (Marilhet WNr 7140) a gouezhas e Kerouarz d'an 11 a viz Du 1940[3].
- Un nijerez Me 109 E-7 (marilhet WNr 6507 ) « 1 gwenn » eus an aerlu alaman (Luftwaffe) a gouezhas er gumun d'ar 24 a viz Gouhere 1941 , mervel ar reas an nijour, douaret eo e Plouzeniel[4].
Monumantoù ha traoù heverk[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Maner Kerouarz
- Maner Kerbabu
- Maner Kerdrel
- Maner ar Roual
- Maner Kerozven
- Maner ar Bergod
Bezioù ar C'hommonwealth e bered ar gumun[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Bro | Niver a soudarded |
---|---|
![]() |
7 (Aerlu) |
Hollad | 7 |
Karrnijourion e oant holl. Marvet int e 1941, e-pad an Eil Brezel-bed[5]. Pevar anezhe a varvas d'ar 15 a viz C'hwevrer 1941 pa gouezhas o c'harr-nij (Beaufort marilhet W6493 ha kodet MW-G) e kumun Sant-Pabu, an tri all a voe lazhet d'ar 1añ a viz Ebrel 1941 pa gouezhas o c'harr-nij (Hampden marilhet X3129 ha kodet KX-?) e kumun ar Vourc'h-Wenn[6].
Emdroadur ar boblañs abaoe 1962[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Niver a annezidi

Melestradurezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Brezhoneg[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Ar Brezoneg er Skol[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- 1934-1936: ar c'huzul-kêr a savas a-du gant ar mennad skignet gant al luskad Ar Brezoneg er Skol (ABES) evit kelennadurezh ar brezhoneg er skol[7].
Ya d'ar brezhoneg[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- D’ar 27 a viz Mezheven 2008 e oa bet votet ar garta Ya d'ar brezhoneg gant kuzul-kêr ar gumun.
Deskadurezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Klasoù divyezhek a zo eno abaoe 1995.
- E distro-skol 2022 e oa enskrivet 297 skoliad er c'hlasoù divyezhek (32,4 % eus skolidi ar gumun evit a sell ouzh ar c'hentañ derez). https://www.brezhoneg.bzh/98-kelenn.htm
Tud[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Tud bet ganet eno[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Glaoda Mari al Lae (1745-1791).
- Augustin Morvan (1819-1897), medisin ha politiker.
- Goulven Mazéas, stourmer kevredelour breizhat (d'ar 15 a viz Meurzh 1895).
Tud hag o deus bevet eno[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Mona Ozouf (ganet Sohier), a dremenas un darn eus he bugaleaj eno.
Ardamezeg ar familhoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
![]() |
Audren,
Aotrounez Kerdrel ha Kervelegan |
En gul, e dri tour goloet en aour, mogeriet en sabel |
![]() |
Nail
Aotrounez Maezkaradeg |
En aour e gebrenn en sabel karget gant teir rozenn en argant |
Gevelliñ[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Levrlennadur[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Notennoù ha daveoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- ↑ Roadennoù ofisiel e lec'hienn an EBSSA
- ↑ Kristof Jezegoù, Hor Bro e-pad ar Revolusion, Ti-moullañ Ar Bobl, Karaez, 1915, pajenn 41
- ↑ Pertes Luftwaffe Finistère
- ↑ Pertes Luftwaffe Finistère
- ↑ Commonwealth War Graves Commission
- ↑ Pertes R.A.F Finistère
- ↑ Marsel Guieysse, La langue bretonne : ce qu'elle fut, ce qu'elle est, ce qui se fait pour elle et contre elle, pajenn 265, Kemper, Nouvelles Éditions Bretonnes, 1936
- ↑ Pol Potier de Courcy : Nobiliaire et armorial de Bretagne. Adembannadur Editions des Régionalismes. Cressé. 2011/2014