Mont d’an endalc’had

Junkers Ju 88

Eus Wikipedia

Ar Junkers Ju 88 a oa un nijerez daougefluskerek liesperzhek eus al Luftwaffe, an aerlu alaman, implijet kenañ e-kerzh an Eil Brezel-bed. Ijinet ha savet e oa bet gant an embregerezh Junkers hag empentet da gentañ evit bezañ ur vombezerez prim, met dont a reas da vezañ "mat da bep tra" (torpediñ, bombeziñ, tagañ da noz, evezhiañ...). En tu-hont da 16 000 Ju 88 a zo bet savet gant un daouzek adstumm bennak.


Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.