Messerschmitt Bf 109
Iskevrennad eus | fighter monoplane with 1 engine, land-based fighter monoplane, fighter-bomber aircraft ![]() |
---|---|
Deiziad krouiñ | 1937 ![]() |
Implij | air superiority fighter ![]() |
Brezel | Eil Brezel-bed, Brezel Spagn ![]() |
Bro orin | Trede Reich ![]() |
Deiziad kregiñ | 1937 ![]() |
Manufacturer | Messerschmitt ![]() |
First flight | Mae 1935 ![]() |
Armament | MG 17, MG FF, Rheinmetall-Borsig MK 108, Mauser MG 151, Rheinmetall-Borsig MG 131 ![]() |
Powered by | Jumo 210, Daimler-Benz DB 601, Daimler-Benz DB 605 ![]() |
Diorroer | Messerschmitt ![]() |
Treset gant | Walter Rethel, Willy Messerschmitt ![]() |
Lakaet er servij | 1937 ![]() |
Service retirement | 27 Kzu 1965 ![]() |
Disklêriadur dre ar munud e | Messerschmitt Bf 109 operational history ![]() |


Ar Messerschmitt Bf 109, berraet alies e Me 109, a oa un nijerez vrezel ungefluskerek hag unplas savet evit al Luftwaffe, an aerlu alaman.
An nijerez tagañ pennañ eus an Alamaned e-kerzh an Eil Brezel-bed eo bet ha graet e oa bet en tu-hont da 33 000 skouerenn anezhi. Ma oa ar gwellañ nijerez e penn kentañ ar brezel (ne oa koulz lavaret nemet ar Spitfire saoz a oa barrek da geveziñ outañ), e teuas da vezañ dic'hizet un tamm e dibenn ar brezel daoust ma chomas un ardivink a-zoare pa veze kaset gant levierien a-feson ha gwall zañjerus e-se evit nijerezed ar Re Gevredet.
Ar bf 109 ha brezel Spagn[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Taol aesa ar c'harr-nij chase Messerschmitt Bf 109a vezo brezel Spagn er strollad Lejion condor. Goude an taol aesa 'se e vezo cheñchet ar c'heflusker gant unan Daimler Benz evit gwellaat c'hoazh pleustr strategiezhoù ar c'hirri-nij chase bet skiant-prenet. Gant ur c'heflusker nevez ha strategiezhoù bet gwellaet en ur vrezel wirion e chom e-pad lod kentañ an Eil brezel-bed ar c'harr-nij chase efedusa o kaout ar strategiezhoù-nij wellañ hag a-bell.
Brezel bro Spagn anat eo en devo roet lañs bras d'an aerlu alaman Luftwaffe a-benn bezañ prest efedus evit an Eil brezel-bed. En eskemm ha dre enep komunouriezh don Francisco Franco lod blenier kirri-nij bro spagn broadelourien anezho hag a youl vat a zeio da nijal gant o genvreudeur Alaman er strolladoù nij glas war talbenn ar reter hag a nijo war ar bf 109.
Ar bf 109 ha brezel ar Frañs[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
E-kerzh emgann Bro C'hall e vez gwelloc'h 'vit e holl enebourien eeun: Ar Bloch 152, an Dewoitine D.520 (siouloc'h met aesoc'h da vleniañ anezhañ) ha betek an Hurricane Saoz. Memes-tra gant ar c'hirri-nij Morane-Saulnier MS.406 hag ar re Curtiss H75 (prenet da Amerika) ar re-se o vezañ darn aerlu ar Frañs.
An Alamanted gant ar Messerschmitt Bf 109 a zo mestr war an oabl. N'eus karr-nij ebet a c'hellfe talañ outañ.
Bf 109 hag emgann Bro Saoz[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Ret e vezo gortoz brezel Bro Saoz evit gwelet un enebour hag a c'hellfe talañ ar c'harr-nij bf 109, ar Supermarine Spitfire e vezo.
A-feur ma bado ar brezel e vezo ret degas dindan un doare dizehan kemmoù d'ar Messerschmitt Bf 109 a-benn talañ lañs ar Gevredidi. Ar brezel o vont war goll evit an Trede Reich, ar Bf 109 a vezo dic'hizet nemet evit ar re As.
Ar BF 109 a zo chomet ar c'harr-nij chase karetañ d'ar blenerien kirri-nij chase Alaman memes gant ar re As evel Adolf Galland pe c'hoazh Hans-Joachim Marseille. Kement-mañ a badas memes pa voe degaset ar c'harr-nij modernoc'h war meur a zachenn Focke-Wulf Fw 190.
Goude an Eil brezel-bed[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Gant fin an Eil brezel-bed e vo paouzhet darn produerezh ar Messerschmitt Bf 109. Ar re hag a chome c'hoazh implijus darn o vezañ bf 109 "Gustav" a vo adimplijet betek ar bloavezhioù 1950 ha betek 1960 evit lod broioù.