Lejion Condor

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask

Al Lejion Condor a oa un aerlu savet gant gouarnamant Alamagn Hitler hag a vode soudarded eus al Luftwaffe hag a oa prest da vont da vrezeliñ da Spagn gant ar vroadelourien a-enep an Eil Republik spagnol, entre Gouhere 1936 hag Ebrel 1939.

Monumant e Bered la Almudena e Madrid en enor da soudarded alaman al Lejion Condor marvet e brezel Spagn "fuer ein freies Spanien" ("evit ur Spagn dieub"), pe "por Dios y por España " ("evit Doue ha Spagn").

6 000 den a oa el Lejion Condor, distreiñ a raent d'o bro a-vagadoù bihan, ha 19 000 zo bet anezho en holl a-hed an tri bloavezh brezel. Darn a voe brudet e-pad an eil brezel-bed, evel an aervarichal Hugo Sperrle pe ar sturier Adolf Galland.

Gant kirri-nij eus al lejion Condor e voe graet bombezadeg Gernika e 1937.

Skoazell armet[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

' Feuerzauber (« Tan hud  ») e oa anv an taol-skoaz roet gant gouarnamant an Trede Reich da vroadelourien Spagn. Goulennet e oa bet ar skoazell-se gant ar jeneral Francisco Franco, a veze graet El Caudillo anezhañ, digant ar Führer, Adolf Hitler, d'an 22 a viz Gouhere 1936, pemp deiz goude deroù an emsavadeg, d'ar 17 a viz Gouhere 1936. Hitler a c'houlennas kenkent digant Hermann Göring, penngomandant al Luftwaffe, hag ar Generalfeldmarschall Werner von Blomberg, aozañ ar skoazell.