Adolf Galland
Reizh pe jener | paotr |
---|---|
Bro ar geodedouriezh | Alamagn |
Lealded | Trede Reich |
Anv e yezh-vamm an den | Adolf Josef Ferdinand Galland |
Anv-bihan | Adolf |
Anv-familh | Galland |
Deiziad ganedigezh | 19 Meu 1912 |
Lec'h ganedigezh | Westerholt |
Deiziad ar marv | 9 C'hwe 1996 |
Lec'h ar marv | Remagen |
Lec'h douaridigezh | Friedhof Oberwinter |
Yezhoù komzet pe skrivet | alamaneg |
Micher | nijer karr-nij, milour |
Lec'h annez | Lehmkuhlen |
Deroù ar prantad labour | 1935 |
Perzhiad e | Nuremberg Medical Trial |
Grad milourel | letanant jeneral |
Commander of (DEPRECATED) | Jagdgeschwader 26, Jagdverband 44 |
Brezel | Eil Brezel-bed |
Skour lu | Luftwaffe |
Prizioù resevet | Knight's Cross of the Iron Cross with Oak Leaves, Swords and Diamonds, Spanish Cross, as (aerlu) |
Deskrivet en URL | http://www.digiporta.net/index.php?id=983332404 |
Adolf "Dolfo" Joseph Ferdinand Galland ganet d'an 19 a viz Meurzh 1912 e Westerholt e Westphalia hag aet da anaon d'an 9 a viz C'hwevrer 1996 e Remagen-Oberwinter[1]) a oa ur jeneral alaman eus al Luftwaffe met ivez ur mailh (pe un As) dre m'en devoa tizhet 104 c'harr-nij enebour en holl war talbenn kornôg an Eil Brezel-bed[2] Kaset en deus 705 nij-brezel da benn, ha tizhet ez eo-eñ bet dre beder gwech.
Adolf Galland ha brezel Spagn
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Bet eo bet engouestl a youl vat e 1937 e brezel Spagn. Nijal a rae el Lejion Condor dindan stumm tagadennoù-nij war zu an douar o reiñ harp d'ar vroadelourien dindan urhzioù Francisco Franco El Caudillo. Pa echuas e zro-brezel e 1938 Adolf Galand a vez kaset da labouret e ministrerezh an aer Alaman da sevel levrigoù strategiezh ha teknikel da geñver e skiant-prenet evel blenier kirri-nij tag war zu an douar. War ar memes koulz-amzer e vez kelenner evit ar strolladoù blenerien kirri-nij tag war zu an douar.
Adolf Galland en Eil Brezel-bed
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Pa erru mare aloubadeg Polonia e miz gwengolo 1939 e ya gant nijal hag un-dro nijoù-brezel tag war zu an douar. E-penn kentañ ar bloavezh 1940 e vez klasket gant Adolf Galland da gendrec'hiñ e ofisourien da lakkat anezhañ da vont gant hent ar blenerien kirri-nij stourm.
Galland a vez o nijal gant ur Messerschmitt Bf 109 e-pad emgann Bro C'hall hag emgann Bro-Saoz. E-fin ar bloavezh 1940 ez eo pignet an niver a dizhou gantañ etrezek 57 karr-nij enebour.
Evit ar bloavezh 1941 e chom Galland gant ar stourm a-enep ar Royal Air Force (RAF) a-us da mor Breizh ha norzh ar Frañs. E miz-du 1941 ez eo pignet e niver dizhoù etrezek 96 karr-nij enebour.
Adolf Galland penn ar chase Alaman
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Miz du 1941 e ya da anaon Werner Mölders, penn an holl strolladoù kirri-nij chase Alaman General der Jagdflieger, en ur gwallzarvoud-nij. Adolf Galland a vez kaset d'e lerc'h hag a chomo gant ar garg'se betek miz genver 1945.
Gant ma oa penn an holl strolladoù kirri-nij chase Alaman e oa bet diffenet groñs dezhañ da gemer perzh en nijoù-brezel.
Liammoù diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Notennoù ha daveennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ [ Air & Cosmos, Nnn 1553, 16 a viz C'hwevrer 1996 ]
- ↑ 14/02/1996 The Independent gant John Crossland - OBITUARY : General Adolf Galland