Hans-Ulrich Rudel

Eus Wikipedia
Special Film Project 186 - Hans-Ulrich Rudel hag a-dreñv dezhañ Adolf Galland

Hans-Ulrich Rudel, lesanvet "Erer Talbenn ar Reter" (2 a viz Gouere 1916-18 a viz Du 1982) a oa ur blenier kirri-nij alaman bombezer gant ur Stuka el Luftwaffe hag un ezel eus an NSDAP. Skrivagner ez eo bet ivez adal e skiant-prenet brezelour. Bet eo ar soudard alaman ar muiañ enoret e-kerzh an Eil brezel-bed. Kaset en deus da benn tro 2530 nij-brezel ha distrujet en deus muioc'h 'vit 2000 a siblennoù pe gwennoù war-zouar, war-vor ha war-nij:

Gwelet ez eo evel un As padal n'en deus tizhet 9 karr-nij enebour nemetken.

Tro-dro da Hans-Ulrich Rudel[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Ur ger-stur a oa gant Hans-Ulrich Rudel: « Verloren ist nur, wer sich selbst aufgibt » (« N'eo kollet nemet an hini a dro-kein »)
  • Stalin a brofe 100 000 roubl d'an hini a zegasfe Hans-Ulrich Rudel etrezek prizoniad dezhañ.
  • Sikouret en deus Rudel da sevel ar c'harr-nij Fairchild A-10 Thunderbolt
War talbenn ar reter ur Junker Ju87G prest da chaseal tankoù Rusian

Skridoù Hans-Ulrich Rudel[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Wir Frontsoldaten zur Wiederaufrüstung (Ni soudarded an talbenn hag hor soñj war adamarmaouiñ Alamagn), Hans Ulrich Rudel, (levrig), embannadur prevezh, Buenos Aires, 1951
  • Dolchstoß oder Legende (Daggerthrust or Legend), Hans Ulrich Rudel, (levrig), embannadur prevezh, Buenos Aires, 1951
  • Trotzdem, Hans-Ulrich Rudel, Dürer-Verlag, Buenos Aires, (1949) 1. Auflage (1.-5. Tausend); gant sikour Plesse Verl. Schütz; Auflage: 8. Aufl. (1950) embannadur kuzh en Alamagn bloavezh 1953
  • Stuka Pilot, Hans Ulrich Rudel, adembannadur kempennet d'eus al levr Trotzdem
  • Stuka Pilot (Brezel ha kadourien), Hans-Ulrich Rudel, Lejion ar re Manet bev evit ar Frankiz (miz here 1987)
  • Mein Kriegstagebuch: Aufzeichnungen eines Stukafliegers (Va zeiz-levr brezel: notennoù gant ur blenier kirri-nij bombezer), Hans-Ulrich Rudel,(Wiesbaden : Limes, c1983).
  • Mein Leben in Krieg und Frieden ( Va buhez er brezel hag er peoc'h), Hans-Ulrich Rudel, (Rosenheim : Deutsche Verlagsgesellschaft, c1994).

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Levrlennadur[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • (de) Hans-Ulrich Rudel, Mein Kriegstagebuch, Aufzeichnungen eines Stukafliegers, Wiesbaden, Limes, c1983
  • (en) Patrom:Lien, Patrom:Lien : German Nationalism Since 1945, embannadurioù skol-veur Wesleyenne, 1967.
  • (en) Philip Rees, Biographical Dictionary of the Extreme Right Since 1890, New York, embanner Simon & Schuster, 1990, (ISBN 0130893013)