Mont d’an endalc’had

Josef Mengele

Eus Wikipedia


Josef Rudolf Mengele ganet d'ar 16 a viz Meurzh 1911 hag aet da Anaon d'ar 7 a viz C'hwevrer 1979 a oa un ofiser alaman er Schutzstaffel (SS) ha medisin e-kerzh an Eil Brezel-bed. Lesanvet "Todesengel" (brezhoneg: Ael ar marv), gwallvrudet eo evit arnodoù damvezegel ha marvus war prizonidi kamp-bac'h Auschwitz II (Birkenau), lec'h ma oa ezel eus ur strollad medisined karget gant dibab piv a oa da vezañ lazhet er c'hambroù-gaz, ha bez e oa bet unan eus ar medisined a implijas ar gaz.

A-raok ar brezel, Mengele a oa bet enoret gant un doktorelezh war an antropologiezh hag ar medisinerezh, ha kroget e oa goude gant bezañ ur c'hlasker. Emezelet eo er Strollad Nazi e 1937 hag en SS e 1938. Pa oa tarzhet an Eil Brezel-bed e oa bet kaset d'ur vatailhon medisinel evel ofiser. goude-se e oa bet kaset er servij er c'hampoù tolpañ e penn kentañ 1943 ha kaset en Auschwitz. Erruet eno e oa kroget gant taolioù-arnod genetek war prizonidi. Pal e enklaskoù a oa tro-dro ar gevelled, hep damant evit yec'hed pe stad mat an tud-arnod.