Schutzstaffel

Eus Wikipedia
Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ
Schutzstaffel
paramilitary organization, paramilitary organization, squadron, military organization
Deiziad krouiñ4 Ebr 1925 Kemmañ
Anv er yezh a orinSS Kemmañ
Den heverkHeinrich Himmler, Reinhard Heydrich, Josef Mengele, Rudolf Höss Kemmañ
Tachenn labourpolitical repression, gouennlazh, brezel, gwaskerezh, counter-insurgency Kemmañ
BrezelEil Brezel-bed Kemmañ
PrezidantReichsführer-SS Kemmañ
Merour/renerJulius Schreck, Joseph Berchtold, Erhard Heiden, Heinrich Himmler, Karl Hanke Kemmañ
House publicationDas Schwarze Korps Kemmañ
Ger-sturMeine Ehre heißt Treue Kemmañ
Testenn ar ger-sturMeine Ehre heißt Treue Kemmañ
StadAlamagn Kemmañ
Ideologiezh politikelNaziegezh Kemmañ
Perc'henn warOstindustrie Kemmañ
Sez sokialBerlin, München Kemmañ
Deiziad divodadur8 Mae 1945, 10 Her 1945 Kemmañ
Arouez an SS savet diwar ar runenn Sōwilō

Ar Schutzstaffel (pe SS, hag a dalv kement ha "bagadoù-gwareziñ")) a voe un aozadur damsoudardel broadel-sokialour eus Republik Weimar hag eus an Trede Reich, renet gant an NSDAP.

An SS a voe krouet d'ar 4 Ebrel e München, e 1925, evel gward personel Adolf Hitler.[1] Staliet e oa penn an aozadur er straet Prinz-Albrecht (Hiriv: Niederkirchnerstraße), e Berlin. Da gentañ e oa ur skourr eus ar Sturmabteilung (SA) a-raok mont da vezañ polis-diabarzh ar strollad, renet hag meret gant Heinrich Himmler a-c'houde 1929.

Ne oa ket muioc'h a 280 ezel pa zegouezhas Himmler e penn ar strollad, hogen ar c'hoskor a greskas buan betek tizhout 209 000 ezel e 1933 pa arruas ar strollad e penn ar galloud. Ur skourr milourel a zo bet krouet e tarzh an eil brezel bed, añvet ar Waffen-SS.

Renkoù hag ardamezioù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ar re SS o devoa savet o simboloù dezho gant lidoù, renkoù, unwiskoù evit diforc'hiañ anezho diouzh an holl aozadurioù Nazi all ha diouzh ar Stad Alaman. A-raok 1929, an SS a zouge ar memes unwisk gell evit re an SA. Ar c'hemm nemetañ a oa ur gravatenn zu hag ur gasketenn memes liv gant simbol an Totenkopf (penn marv) hag ar simboloù eskern ha klopenn. Ret e oa bet gortoz 1932 evit ma vefe douget ganto unwiskoù du nemetken. E 1935, an aozadurioù stummañ stourm e SS a groge da implij unwiskoù griz-gell (feldgrau) evit ar vuhez a pemdez. An SS o devoa bet savet o unwiskoù stourm dezho o-unan, ar re-se a oa modern-tre evit ar mare hag a chom un awen hiziv-an-deiz c'hoazh evit an unwiskoù dreist-holl en Alamagn hag Europa. Ar re gentañ e oant bet o ijinañ mantili hag unwiskoù tok-houarn a c'helle bezañ cheñchet tu evit kaout meur a douellaozadur gant ar memes unwisk. An unwiskoù a oa bet savet gant aotreoù ispisial e kantadoù a embregerezhioù disheñvel. Ul lod eus al labourerien a oa bet prizonidi brezel rediet da labourat. Kalz unwiskoù a voe savet er c'hampoù-bac'h a feur ma rede an Eil Brezel-bed hag e vanke dornoù labour.

Hitler hag an NSDAP a oa mestr war ar simboloù evit badaouiñ pe kendrec'hiñ bras an dud.

  1. Patrom:Literatur